Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Samuel 15:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

20 Dec'h ez out deuet, hag hiziv e rafen dit mont amañ hag ahont ganeomp? Evidon-me ez in el lec'h ma c'hellin; distro ha kas da vreudeur ganit. Ra vo trugarez ha gwirionez ganit!

Ver Capítulo Copiar




2 Samuel 15:20
17 Referencias Cruzadas  

David a gasas kannaded da gavout tud Jabez Galaad da lavarout dezho: Bezit benniget a-berzh an AOTROU, c'hwi hag a zo bet trugarezus e-keñver Saül hoc'h aotrou, hag o deus e sebeliet.


Bremañ eta, ra fello d'an AOTROU bezañ feal ha trugarezus en ho keñver! Me ivez a raio mad deoc'h, dre ma hoc'h eus graet kement-se.


Holl wenodennoù an AOTROU n'int nemet madelezh ha lealded evit ar re a vir e emglev hag e destenioù.


Harpañ a reont war an direizhder evit en em salviñ. O Doue, taol d'an traoñ ar pobloù en da fulor!


Krial a ran d'an Doue uhel-meurbet, da Zoue a seven e oberenn em c'heñver.


Ra zistroint d'an abardaez en ur yudal evel chas, hag o redek kêr.


Ro c'hoazh deizioù war zeizioù ar roue, ha ra vo e vloavezhioù a oad da oad!


Ra azezo da viken dirak Doue! Ro dezhañ da vezañ miret gant da vadelezh ha da lealded.


Ya, e silvidigezh a zo tost d'ar re a zouj anezhañ, evit ma vo ar gloar o chom en hon douar.


Galloudus eo da vrec'h, kreñv eo da zorn, savet uhel eo da du dehou.


Ar re a ijin an droug, ha ne ziheñchont ket? Met an drugarez hag ar wirionez a zo evit ar re a ijin ar mad.


Ra ne zilezo ket ac'hanout an drugarez hag ar wirionez, eren anezho ouzh da c'houzoug, skriv anezho war daolenn da galon,


Kerzhout a raint eus ur mor d'egile hag eus an hanternoz d'ar sav-heol, mont a raint amañ hag ahont evit klask komz an AOTROU, met n'he c'havint ket.


Rak al lezenn a zo bet roet dre Voizez, ar c’hras hag ar wirionez a zo deuet dre Jezuz-Krist.


Neuze David a savas gant e dud, war-dro c'hwec'h kant den, hag e teujont eus Keila, hag ez ejont e-lec'h ma c'helljont. Lavaret e voe da Saül e oa aet kuit David eus Keila. Hag e paouezas da gerzhout.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos