Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Samuel 15:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

21 Met Itai a respontas d'ar roue o lavarout: An AOTROU a zo bev, hag ar roue va aotrou a zo bev! El lec'h ma vo ar roue va aotrou, pe evit mervel pe evit bevañ, da servijer a vo ivez eno.

Ver Capítulo Copiar




2 Samuel 15:21
15 Referencias Cruzadas  

Neuze David a lavaras da Itai: Deus ha tremen. Hag Itai eus Gad a dremenas, hag e holl dud, hag an holl vugale a oa gantañ.


Elia a lavaras da Elizea: Chom amañ mar plij, rak an AOTROU a gas ac'hanon da Vetel. Met Elizea a lavaras: An AOTROU a zo bev ha da ene a zo bev! Ne zilezin ket ac'hanout. Evel-se e tiskennjont da Vetel.


Elia a lavaras dezhañ: Elizea, chom amañ mar plij, rak an AOTROU a gas ac'hanon da Jeriko. Met lavarout a reas: An AOTROU a zo bev ha da ene a zo bev! Ne zilezin ket ac'hanout. Evel-se e teujont da Jeriko.


Elia a lavaras dezhañ: Chom amañ mar plij, rak an AOTROU a gas ac'hanon d'ar Jordan. lavarout a reas: An AOTROU a zo bev ha da ene a zo bev! Ne zilezin ket ac'hanout. Evel-se ez ejont o-daou di.


Mamm ar bugel a lavaras: An AOTROU a zo bev ha da ene a zo bev! Ne zilezin ket ac'hanout. Hag e savas hag ez eas war he lerc'h.


Ar mignon gwir a gar e pep amzer, hag e c'hano evel ur breur en dristidigezh.


An hini en deus kalz a vignoned en deus trubuilh, met bez' ez eus ur c'heneil muioc'h eget ur breur.


Pa voe deuet eno ha pa welas gras Doue, en em laouenaas a gement-se hag ec’h alias anezho holl da chom stag ouzh an Aotrou gant ur galon start.


Met Paol a respontas: Petra a rit o ouelañ hag o c’hlac’hariñ va c’halon? Rak me a zo prest nann hepken da vezañ ereet, met ivez da vervel e Jeruzalem evit anv an Aotrou Jezuz.


Ne lavaran ket kement-mañ evit ho kondaoniñ, rak dija em eus lavaret ez oc’h en hor c’halonoù evit mervel asambles hag evit bevañ asambles.


David a douas c'hoazh o lavarout: A-dra-sur e oar da dad em eus kavet trugarez dirak da zaoulagad, hag en devo lavaret: Ra ne ouio ket Jonatan kement-mañ, gant aon na vefe glac'haret. Met an AOTROU a zo bev ha da ene a zo bev, ur c'hammed 'zo etrezon-me hag ar marv.


Bremañ va aotrou, an AOTROU a zo bev ha da ene a zo bev! An AOTROU en deus harzet ouzhit da skuilhañ ar gwad ha d'en em veñjiñ gant da zorn da-unan. Ha ra vo da enebourien hag ar re a glask noazout d'an aotrou evel Nabal.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos