Met Itai a respontas d'ar roue o lavarout: An AOTROU a zo bev, hag ar roue va aotrou a zo bev! El lec'h ma vo ar roue va aotrou, pe evit mervel pe evit bevañ, da servijer a vo ivez eno.
An holl vro a ouele gant kriadennoù bras, hag an holl bobl a dremene. Ar roue a dreuzas froud Kedron, hag an holl bobl a dremenas war-zu hent ar gouelec'h.