2 Samuel 15:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned A-benn daou-ugent vloaz, e lavaras Absalom d'ar roue: Da bediñ a ran ma'z in da Hebron, evit seveniñ ar gouestl am eus graet d'an AOTROU. |
Mibien a voe ganet da Zavid en Hebron: e gentañ-ganet a voe Amnon, eus Akinoam eus Jizreel;
an eil a voe Kileab, eus Abigail gwreg Nabal eus Karmel; an trede a voe Absalom mab Maaka, merc'h Talmai roue Geshur;
Aberzh ar re zrouk a zo un euzhusted, pegen muioc'h pa zegasont anezhañ gant mennadoù fall!
Yunañ a rit evit gourdrouz ha tabutal, hag evit skeiñ taolioù-dorn gant droug. Ne yunit ket evel ma fellfe en deiz-se, evit ma vefe klevet ho mouezh d'an nec'h.
Hag, o kas anezho da Vetlehem, e lavaras: It ha goulennit gant preder pelec’h emañ ar bugel bihan. Pa ho po e gavet, roit din da anavezout evit ma’z in me ivez d’e azeuliñ.
Gwalleur deoc’h, skribed ha farizianed pilpouzed! Abalamour ma serrit rouantelezh an neñvoù ouzh an dud, n’oc’h ket hoc’h-unan aet e-barzh, hag hoc’h eus c’hoazh harzet da vont e-barzh ar re a garje bezañ aet.
Neuze Samuel a gemeras ar c'horn eoul hag a olevas anezhañ e-touez e vreudeur. Hag adalek an deiz-se e krogas Spered an AOTROU en David. Ha Samuel a savas hag a yeas da Rama.