Evel-henn e komz an AOTROU: Setu ez an da lakaat da zont er-maez eus da di da-unan ar gwalleur a-enep dit. Me a gemero da wragez dirak da zaoulagad, hag o roin da unan eus da gerent a gousko gant da wragez dirak an heol.
2 Samuel 15:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Goude-se Absalom a bourvezas kirri ha kezeg; hag en doa hanter-kant den a rede a-raok dezhañ. |
Evel-henn e komz an AOTROU: Setu ez an da lakaat da zont er-maez eus da di da-unan ar gwalleur a-enep dit. Me a gemero da wragez dirak da zaoulagad, hag o roin da unan eus da gerent a gousko gant da wragez dirak an heol.
Ar roue a lavaras dezho: Kemerit ganeoc'h servijerien hoc'h aotrou, lakait Salomon va mab war va mulez, ha diskennit anezhañ da C'hihon.
Adonija mab Hagid en em uhelaas o lavarout: Me a reno! Hag e pourvezas kirri, marc'hegerien hag hanter-kant den a rede a-raok dezhañ.
Gouzout a ran dija en deus an AOTROU saveteet e Olevad; respont a raio dezhañ eus neñvoù e santelezh, gant skoazell c'halloudek e du dehou.
An hini a gar ar stourmadegoù a gar an droug, hag an hini a sav e zor-borzh a glask distruj.
Ne vo ket dezhañ un niver bras a gezeg, ha ne zegaso ket ar bobl en-dro d'an Ejipt evit kreskiñ niver ar c’hezeg, rak an AOTROU en deus lavaret deoc'h: Ne zistroit ken dre an hent-se.
Hag e lavaras: Setu amañ petra a raio deoc'h ar roue a reno warnoc'h. Kemer a raio ho mibien, hag o lakaio war e girri hag e-touez e varc'hegerien da redek dirak e garr,