Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Samuel 15:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Absalom a save mintin mat, hag en em zalc'he e-tal hent an nor. Ma teue un den en deveze un afer bennak hag a yae e barnedigezh dirak ar roue, Absalom a c'halve anezhañ hag a lavare dezhañ: A betore kêr ez out? Hag e responte: Da servijer a zo eus unan a veuriadoù Israel;

Ver Capítulo Copiar




2 Samuel 15:2
13 Referencias Cruzadas  

Hamor ha Sichem e vab a zeuas eta da zor o c'hêr hag a gomzas ouzh tud kêr, o lavarout:


Neuze ar roue a savas hag a azezas e-tal an nor. Roet e voe ar c'heloù d'an holl bobl o lavarout: Setu emañ azezet ar roue e-tal an nor. An holl bobl a zeuas dirak ar roue. Met Israel a oa tec'het pep hini d'e deltenn.


Hag e respontjont dezhañ evel-henn: Mar bezez mat e-keñver ar bobl-se, mar plijez dezho, mar lavarez dezho komzoù madelezhus, e vint da servijerien da viken.


Ar muntrer a sav da c'houloù-deiz, hag e lazh ar paour hag an ezhommeg; e-pad an noz eo ul laer.


Tad-kaer Moizez, o welout kement a rae evit ar bobl, a lavaras: Petra a rez e-keñver ar bobl-se? Perak ec'h azezez da-unan, ha ma en em zalc'h an holl bobl dirazout adalek ar beure betek an noz?


P'o deus un dra bennak, e teuont da'm c'havout. Me a varn etre an eil hag egile, hag e roan da anavezout reolennoù Doue hag e lezennoù.


Barn a raent ar bobl e pep amzer, o tisklêriañ da Voizez an traoù diaes hag o varn o-unan an holl draoù bihan.


rak ne gouskont ket ma n'o deus ket graet un droug bennak, hag o c'housk a zo lamet diouto ma n'o deus ket lakaet unan bennak da gouezhañ,


En e lec'h e savo un den disprizet, ha na vo ket roet enor ar roue dezhañ. Dont a raio peoc'hiek hag e kemero ar rouantelezh dre douelloù.


Pa voe deuet ar mintin, an holl veleien vras hag henaourien ar bobl en em guzulias a-enep Jezuz evit e lakaat d’ar marv.


Pa vo un dra re ziaes da varn evidout, etre gwad ha gwad, etre rendael ha rendael, etre gouli ha gouli, enebiezh e-barzh da zorojoù, e savi hag e teui d'al lec'h dibabet gant an AOTROU da Zoue,


Boaz a bignas da zor kêr hag a azezas eno. Ha setu an hini a c'helle dasprenañ, an hini en doa komzet Boaz diwar e benn, a zeuas da dremen. Boaz a lavaras: Te, deus da azezañ amañ. Hag e tistroas hag ec'h azezas.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos