Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Samuel 15:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 hag Absalom a lavare dezhañ: Sell, da gaoz a zo mat ha reizh, met n'eus den evit selaou ac'hanout a-berzh ar roue.

Ver Capítulo Copiar




2 Samuel 15:3
16 Referencias Cruzadas  

Absalom a lavare c'hoazh: Perak na'm lakaer ket da varner er vro? Pep den en defe ur breud pe un afer da varn a zeufe da'm c'havout, hag e rofen e wir dezhañ.


David a renas war holl Israel, o tougen barn ha reizhder d'e holl bobl.


Dieub ac'hanomp, o AOTROU! Rak n'eus ken den mat ebet. Ar re leal a zo aet kuit a-douez mibien an dud.


Enor da dad ha da vamm evit ma vo hiraet da zeizioù war an douar a ro dit an AOTROU da Zoue.


An hini a villigo e dad pe e vamm a vo lakaet d'ar marv.


An den mat a denn warnañ grad-vat an AOTROU, met Doue a gondaono an den a soñjoù gwidreüs.


Bez' ez eus ur rumm a dud hag a villig e dad ha na vennig ket e vamm,


Lagad an hini a ra goap ouzh e dad hag a zispriz kelennoù e vamm, a vo toullet gant brini an traoñ, ha re vihan an erer a zebro anezhañ.


Disprizet eo bet tad ha mamm en da greiz, mac'het eo bet an diavaeziad en da greiz, gwasket eo bet an emzivad hag an intañvez en da greiz,


En e lec'h e savo un den disprizet, ha na vo ket roet enor ar roue dezhañ. Dont a raio peoc'hiek hag e kemero ar rouantelezh dre douelloù.


En em zastum a rejont a-enep Moizez hag a-enep Aaron hag e lavarjont: A-walc'h kement-se! Holl re ar vodadenn a zo santel, hag an AOTROU a zo en o c'hreiz. Perak en em uhelait dreist bodadenn an AOTROU?


Rak Doue en deus lavaret: Enor da dad ha da vamm, ha: Piv bennak a villigo e dad pe e vamm a vo lakaet d’ar marv.


Paol a respontas: Breudeur, ne ouien ket e oa ar beleg-meur, rak skrivet eo: Ne zroukkomzi ket eus penn da bobl.


Enorit an holl dud, karit an holl vreudeur, doujit Doue, enorit ar roue.


dreist-holl ar re a gerzh hervez ar c’hig e c’hoantidigezh an hudurniezh hag e dispriz ar galloud. Rok hag hardizh, e tismegañsont hep aon ar gloarioù,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos