Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Samuel 8:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

11 Hag e lavaras: Setu amañ petra a raio deoc'h ar roue a reno warnoc'h. Kemer a raio ho mibien, hag o lakaio war e girri hag e-touez e varc'hegerien da redek dirak e garr,

Ver Capítulo Copiar




1 Samuel 8:11
14 Referencias Cruzadas  

Goude-se Absalom a bourvezas kirri ha kezeg; hag en doa hanter-kant den a rede a-raok dezhañ.


Adonija mab Hagid en em uhelaas o lavarout: Me a reno! Hag e pourvezas kirri, marc'hegerien hag hanter-kant den a rede a-raok dezhañ.


Salomon a zastumas kirri ha marc'hegerien. Bez' en doa mil pevar c'hant karr ha daouzek mil marc'heger, hag e lakaas anezho er c'hêrioù ma veze lec'hiet e girri, hag e Jeruzalem e-kichen ar roue.


Hag ar re yaouank o doa kresket gantañ a respontas o lavarout: Evel-henn e komzi ouzh ar bobl-se he deus komzet ouzhit o lavarout: Da dad en deus lakaet warnomp ur yev pounner, ha te, skañva hor yev! Respont a ri dezho: Va biz bihan a zo tevoc'h eget divgroazell va zad.


Da dad en deus lakaet warnomp ur yev pounner. Skañva bremañ kargoù kalet da dad hag ar yev pounner en deus lakaet warnomp, hag e servijimp ac'hanout.


Ar roue Roboam a reas skoedoù arem en o lec'h, hag e lakaas anezho etre daouarn pennoù ar rederien a ziwalle dor ti ar roue.


Dorn an AOTROU a voe war Elia, a c'hourizas e zivgroazell hag a redas dirak Akab betek mont-tre Jizreel.


Neuze Samuel a lavaras dirak ar bobl gwirioù ar rouantelezh, hag o skrivas en ul levr, a lakaas dirak an AOTROU . Ha Samuel a gasas kuit an holl bobl, pep hini d'e di.


E-pad holl amzer Saül, e voe brezelioù garv a-enep ar Filistined. Pa wele Saül ur brezelour kalonek, en kemere en e gichen.


Saül a lavaras d'e servijerien en em zalc'he dirazañ: Selaouit, Benjaminiz: Mab Jese, hag e roio deoc'h-holl parkeier ha gwini? Hag ho lakaio holl, da bennoù a vilieroù ha da bennoù a gantoù?


Bremañ eta sent ouzh o mouezh. Koulskoude ne vanki ket da rebech anezho ha da zisklêriañ dezho penaos e raio dezho ar roue a reno warno.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos