La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




2 Samuel 11:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

Uri a respontas da Zavid: An arc'h, hag Israel ha Juda, a zo o chom dindan teltennoù; va aotrou Joab ivez ha servijerien va aotrou a gamp er parkeier, hag ez afen da'm zi, evit debriñ hag evañ ha kousket gant va gwreg? Te a zo bev, ha da ene a zo bev, ne rin ket un hevelep tra!

Ver Capítulo



2 Samuel 11:11
19 Referencias Cruzadas  

Kement-se a voe disklêriet da Zavid o lavarout: Uri n'eo ket diskennet d'e di. Ha David a lavaras da Uri: Ha ne zeuez ket eus ur veaj? Perak n'out ket diskennet da'z ti?


Ar roue a lavaras: Ha n'eo ket Joab a ra dit ober kement-mañ? Ar vaouez a respontas o lavarout: Da ene a zo bev, o roue va aotrou! N'oufen treiñ nag a-zehou nag a-gleiz eus kement en deus lavaret ar roue va aotrou. Rak da servijer Joab eo en deus roet urzhioù din, hag en deus lakaet e genoù da servijerez an holl gomzoù-mañ.


David a lavaras da Abishai: Bremañ Sheba mab Bikri a vo gwashoc'h evidomp eget Absalom. Kemer servijerien da aotrou ha red war e lerc'h, gant aon na gavfe kêrioù kreñv ha n'en em dennfe eus hon daoulagad.


ar roue a lavaras da Natan ar profed: Sell, emaon o chom en un ti sedrez, hag arc'h Doue a zo dindan pallinier.


Rak n'on ket bet o chom en un ti abaoe an deiz ma em eus lakaet mibien Israel da bignat eus an Ejipt betek hiziv, met kerzhet em eus amañ hag ahont dindan un deltenn hag un tabernakl.


Moizez a lavaras da vibien Gad ha da vibien Ruben: Ho preudeur, ha mont a raint d'ar brezel, ha c'hwi a chomo amañ?


Mar em eus eta gwalc’het ho treid deoc’h, me an Aotrou hag ar Mestr, c’hwi a dle ivez gwalc’hiñ ho treid an eil d’egile.


mar gouzañvomp gantañ, e renimp ivez gantañ; mar nac’homp anezhañ, e nac’ho ivez ac’hanomp;


Hi a lavaras: Me az ped, va aotrou! Ken gwir ha ma vev da ene, va aotrou, me eo ar vaouez en em zalc'he ez kichen hag a bede an AOTROU .


Saül a lavaras da Akija: Tosta arc'h Doue, rak arc'h Doue a oa en deiz-se gant mibien Israel.


Pa welas Saül David o vont a-ziarbenn d'ar Filistin, e lavaras da Abner penn e arme: Abner, da biv eo mab an den yaouank-se? Hag Abner a respontas: Ken gwir ha ma vev da ene, o roue, n'ouzon ket.


David a douas c'hoazh o lavarout: A-dra-sur e oar da dad em eus kavet trugarez dirak da zaoulagad, hag en devo lavaret: Ra ne ouio ket Jonatan kement-mañ, gant aon na vefe glac'haret. Met an AOTROU a zo bev ha da ene a zo bev, ur c'hammed 'zo etrezon-me hag ar marv.


Bremañ va aotrou, an AOTROU a zo bev ha da ene a zo bev! An AOTROU en deus harzet ouzhit da skuilhañ ar gwad ha d'en em veñjiñ gant da zorn da-unan. Ha ra vo da enebourien hag ar re a glask noazout d'an aotrou evel Nabal.


Ar bobl a gasas eta da Silo, a-belec'h e voe degaset arc'h emglev AOTROU an armeoù, a zo o chom etre ar cherubined. Ha daou vab Eli, Hofni ha Fineaz, a oa eno gant arc'h emglev Doue.