Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Samuel 14:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

19 Ar roue a lavaras: Ha n'eo ket Joab a ra dit ober kement-mañ? Ar vaouez a respontas o lavarout: Da ene a zo bev, o roue va aotrou! N'oufen treiñ nag a-zehou nag a-gleiz eus kement en deus lavaret ar roue va aotrou. Rak da servijer Joab eo en deus roet urzhioù din, hag en deus lakaet e genoù da servijerez an holl gomzoù-mañ.

Ver Capítulo Copiar




2 Samuel 14:19
22 Referencias Cruzadas  

Uri a respontas da Zavid: An arc'h, hag Israel ha Juda, a zo o chom dindan teltennoù; va aotrou Joab ivez ha servijerien va aotrou a gamp er parkeier, hag ez afen da'm zi, evit debriñ hag evañ ha kousket gant va gwreg? Te a zo bev, ha da ene a zo bev, ne rin ket un hevelep tra!


Ar roue a respontas hag a lavaras d'ar vaouez: Na guzh ket ouzhin mar plij ar pezh ez an da c'houlenn diganit. Hag ar vaouez a respontas: Ra gomzo ar roue va aotrou.


Kae da gavout ar roue, ha komz outañ en doare-mañ. Joab a lakaas en he genoù ar c'homzoù he doa da lavarout.


Anez em befe graet ul laoskoni, war var va buhez, rak netra n'eo kuzhet ouzh ar roue, ha te da-unan az pefe en em lakaet em enep.


Abner a zistroas eta da Hebron, ha Joab en tennas a-du, en diabarzh eus an nor, evel evit komz outañ e kuzh, hag eno e skoas warnañ en e gof, hag e varvas en abeg da wad Asael breur Joab.


Ra gouezho ar gwad-se war benn Joab ha war holl di e dad! Ra vo e ti Joab da viken un den bennak o kaout ur berad pe al lorgnez, pe oc'h en em harpañ war ur vazh, pe o kouezhañ dre ar c'hleze, pe o vezañ e diouer a vara!


Da zaouarn ne oant ket ereet, na da dreid chadennet gant hern, met kouezhet out evel ma kouezher dirak ar re zrouk! Hag an holl bobl en em adlakaas da ouelañ warnañ.


Elia a lavaras da Elizea: Chom amañ mar plij, rak an AOTROU a gas ac'hanon da Vetel. Met Elizea a lavaras: An AOTROU a zo bev ha da ene a zo bev! Ne zilezin ket ac'hanout. Evel-se e tiskennjont da Vetel.


Komz a ri eta outañ hag e lakai ar c'homzoù en e c'henoù; ha me a vo gant da c'henoù ha gant e hini, hag e kelennin deoc'h ar pezh a zleot ober.


Gloar Doue eo kuzhat an traoù, met gloar ar rouaned eo furchal an traoù.


na zistro nag a-zehou nag a-gleiz, tenn da droad diouzh an droug.


Lez ac'hanomp da dremen dre da vro, ne dremenimp na dre ar parkeier na dre ar gwini, ne evimp ket dour ar puñsoù, mont a raimp dre hent ar roue, ne zistroimp nag a-zehou nag a-gleiz, betek ma hon devo tremenet da harzoù.


rak me a roio deoc’h ur genoù hag ur furnez na c’hello hoc’h holl enebourien respont netra dezho na stourm outo.


hep distreiñ nag a-zehou nag a-gleiz eus an holl gomzoù a c'hourc'hemennan di hiziv, evit mont war-lerc'h doueoù all hag o servijañ.


Mirit ar pezh en deus gourc'hemennet an AOTROU ho Toue deoc'h ha grit dioutañ, ne zistroiot nag a-zehou nag a-gleiz.


En em galoneka ha bez kreñv-meurbet, evit ober diouzh an holl lezenn en deus kemennet dit Moizez va servijer; ne zistroi nag a-zehou nag a-gleiz, evit ober berzh dre holl ma'z i.


Hi a lavaras: Me az ped, va aotrou! Ken gwir ha ma vev da ene, va aotrou, me eo ar vaouez en em zalc'he ez kichen hag a bede an AOTROU .


Pa welas Saül David o vont a-ziarbenn d'ar Filistin, e lavaras da Abner penn e arme: Abner, da biv eo mab an den yaouank-se? Hag Abner a respontas: Ken gwir ha ma vev da ene, o roue, n'ouzon ket.


David a douas c'hoazh o lavarout: A-dra-sur e oar da dad em eus kavet trugarez dirak da zaoulagad, hag en devo lavaret: Ra ne ouio ket Jonatan kement-mañ, gant aon na vefe glac'haret. Met an AOTROU a zo bev ha da ene a zo bev, ur c'hammed 'zo etrezon-me hag ar marv.


Bremañ va aotrou, an AOTROU a zo bev ha da ene a zo bev! An AOTROU en deus harzet ouzhit da skuilhañ ar gwad ha d'en em veñjiñ gant da zorn da-unan. Ha ra vo da enebourien hag ar re a glask noazout d'an aotrou evel Nabal.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos