2 Samuel 14:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned18 Ar roue a respontas hag a lavaras d'ar vaouez: Na guzh ket ouzhin mar plij ar pezh ez an da c'houlenn diganit. Hag ar vaouez a respontas: Ra gomzo ar roue va aotrou. Ver Capítulo |
Ar roue a lavaras: Ha n'eo ket Joab a ra dit ober kement-mañ? Ar vaouez a respontas o lavarout: Da ene a zo bev, o roue va aotrou! N'oufen treiñ nag a-zehou nag a-gleiz eus kement en deus lavaret ar roue va aotrou. Rak da servijer Joab eo en deus roet urzhioù din, hag en deus lakaet e genoù da servijerez an holl gomzoù-mañ.