Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Samuel 14:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

17 Ha da servijerez he deus lavaret: Ra roio komz ar roue va aotrou diskuizh deomp; rak ar roue va aotrou a zo evel un ael a-berzh Doue evit anavezout ar mad hag ar fall. Ra vo an AOTROU da Zoue ganit!

Ver Capítulo Copiar




2 Samuel 14:17
13 Referencias Cruzadas  

Ar roue a respontas hag a lavaras d'ar vaouez: Na guzh ket ouzhin mar plij ar pezh ez an da c'houlenn diganit. Hag ar vaouez a respontas: Ra gomzo ar roue va aotrou.


Da servijer Joab eo en deus graet din reiñ an doare-mañ da'm frezeg. Met va aotrou a zo fur evel un ael a-berzh Doue, evit gouzout kement a c'hoarvez er vro.


Ha droukkomzet en deus eus da servijer dirak ar roue va aotrou. Met ar roue va aotrou a zo evel un ael a-berzh Doue. Gra ar pezh a gavi mat.


Petra bennak ma n'eo an holl re eus ti va zad nemet tud dellezek a varv a-berzh ar roue va aotrou, koulskoude ec'h eus lakaet da servijer e-touez ar re a zebre ouzh da daol. Peseurt droed em befe c'hoazh da glemm e-kichen ar roue?


Hag holl Israel a anavezas ar varn en doa graet ar roue. Hag e voe doujañs e-keñver ar roue, rak gwelout a rejont e oa ennañ furnez Doue evit barn gant reizhder.


Ro da'z servijer ur galon boellek evit barn da bobl, evit merzout etre ar mad hag an droug. Rak piv a c'hellfe barn da bobl, hag a zo ken bras?


Hag ez eus direizhder war va zeod? Ha ne oar ket santout an droug va staoñ?


An arc'hant a zo amprouet gant ar gleuzeur, an aour gant ar forn, hag an den a zo barnet hervez e vrud.


An den a luban e nesañ a stegn ur roued dindan e gammedoù.


Met ar boued kreñv a zo evit an dud en oad, evit ar re hag o deus dre gustum o skiant doareet da ziforc’hiñ ar mad diouzh an droug.


ni a sento ouzhit evel hon eus sentet ouzh Moizez. Nemet, ra vo an AOTROU da Zoue ganit evel ma'z eo bet gant Moizez.


Akish a respontas o lavarout da Zavid: Gouzout a ran, rak plijout a rez din evel un ael a-berzh Doue. Met pennoù ar Filistined o deus lavaret: Ne zeuio ket ganeomp d'ar brezel.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos