Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Samuel 14:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

18 Saül a lavaras da Akija: Tosta arc'h Doue, rak arc'h Doue a oa en deiz-se gant mibien Israel.

Ver Capítulo Copiar




1 Samuel 14:18
13 Referencias Cruzadas  

Uri a respontas da Zavid: An arc'h, hag Israel ha Juda, a zo o chom dindan teltennoù; va aotrou Joab ivez ha servijerien va aotrou a gamp er parkeier, hag ez afen da'm zi, evit debriñ hag evañ ha kousket gant va gwreg? Te a zo bev, ha da ene a zo bev, ne rin ket un hevelep tra!


Hag en em zalc'ho dirak Eleazar an aberzhour, a c'houlennataio evitañ barnedigezh an Urim dirak an AOTROU. War e c'hourc'hemenn ez aint er-maez ha war e c'hourc'hemenn e teuint e-barzh, eñ hag holl vibien Israel gantañ, an holl vodadenn.


Mibien Israel a yeas hag a bignas da Vetel da c'houlenn kuzul digant Doue o lavarout: Piv ac'hanomp a bigno da gentañ evit ar brezel a-enep mibien Benjamin? Hag an AOTROU a lavaras: Juda a bigno da gentañ.


Mibien Israel o devoa pignet ha gouelet dirak an AOTROU betek an noz, ha goulennet kuzul o doa digant an AOTROU o lavarout: Hag e tostaimp c'hoazh d'an emgann a-enep mibien Benjamin va breudeur? Hag an AOTROU en doa lavaret: Pignit a-enep dezhañ.


Neuze Saül a lavaras d'ar bobl a oa gantañ: Niverit bremañ evit gwelout piv a zo aet kuit diganeomp. Niveriñ a rejont ha setu, Jonatan ne oa ket eno, nag an hini a zouge e armoù.


Saül a lavaras: Diskennomp war-lerc'h ar Filistined e-pad an noz, hag o diwiskimp betek sklêrijenn ar beure, ha ne lezimp ket unan da venel. Hag e lavarjont: Gra kement a gavi mat. Met an aberzhour a lavaras: Tostaomp amañ ouzh Doue.


Met David a ouezas ec'h ijine Saül en e enep evit e goll, hag e lavaras d'an aberzhour Abiatar: Degas an efod.


Ar Filistined a gemeras arc'h Doue, hag he c'hasjont da di Dagon, hag he lakajont e-kichen Dagon.


Tud Kirjad-Jearim a zeuas hag a lakaas arc'h an AOTROU da bignat, hag e kasjont anezhi da di Abinadab war ar c'hrec'h. Hag e santelajont Eleazar e vab evit mirout arc'h an AOTROU .


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos