1 Samuel 14:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
19 Hag e-pad ma komze Saül ouzh an aberzhour, ar mesk a oa e kamp ar Filistined a yae war-gresk muioc'h-muiañ, ha Saül a lavaras d'an aberzhour: Tenn da zorn!
En abeg da-se evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu, e lakaan e Sion ur maen da ziazez, ur maen amprouet, ur maen-korn prizius, ur sol start, hag an hini a gredo ennañ ne hasto ket.
Hag en em zalc'ho dirak Eleazar an aberzhour, a c'houlennataio evitañ barnedigezh an Urim dirak an AOTROU. War e c'hourc'hemenn ez aint er-maez ha war e c'hourc'hemenn e teuint e-barzh, eñ hag holl vibien Israel gantañ, an holl vodadenn.
Samuel a lavaras: Petra ac'h eus graet? Saül a respontas: Pa em eus gwelet e pellae ar bobl diouzhin, ha ne zeues ket d'an deiz merket, hag e oa en em zastumet ar Filistined e Mikmash,
Saül hag an holl bobl a oa gantañ a voe dastumet, hag ez ejont betek lec'h an emgann, ha setu, ar Filistined o doa tennet ar c'hleze an eil a-enep egile, en ur spontadeg bras-meurbet.
An Israeliz a voe skuizhet en deiz-se. Saül en doa lakaet ar bobl d'ober al le-mañ, o lavarout: Milliget eo an den a gemero boued a-raok an abardaez, ken na vin en em veñjet eus va enebourien! Hag an holl bobl ne dañvaas boued ebet.