Neuze, o tistreiñ, e teujont da En-Mishpad, a zo Kadesh, hag e piljont holl vro an Amalekited, hag ivez an Amoreaned a oa o chom en Hazazon-Tamar.
2 Samuel 1:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Goude marv Saül, David a zistroas eus an trec'h war an Amalekited, hag e chomas daou zevezh e Ziklag. |
Neuze, o tistreiñ, e teujont da En-Mishpad, a zo Kadesh, hag e piljont holl vro an Amalekited, hag ivez an Amoreaned a oa o chom en Hazazon-Tamar.
Akish a roas dezhañ en deiz-se Ziklag. Setu perak eo bet Ziklag da rouaned Juda betek hiziv.
Pa erruas David hag e dud e Ziklag, d'an trede deiz, an Amalekited o doa en em daolet war vro ar c'hreisteiz ha war Ziklag. Skoet o doa war Ziklag ha devet anezhi.
Neuze Saül a lavaras d'an hini a zouge e armoù: Tenn da gleze ha trebarzh-me, gant aon na zeufe an diamdroc'hidi-se da zrougober ouzhin. Met an hini a zouge e armoù ne fellas ket dezhañ, rak spouronet e oa. Saül a gemeras e gleze hag en em daolas warnañ.