Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Samuel 31:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Neuze Saül a lavaras d'an hini a zouge e armoù: Tenn da gleze ha trebarzh-me, gant aon na zeufe an diamdroc'hidi-se da zrougober ouzhin. Met an hini a zouge e armoù ne fellas ket dezhañ, rak spouronet e oa. Saül a gemeras e gleze hag en em daolas warnañ.

Ver Capítulo Copiar




1 Samuel 31:4
19 Referencias Cruzadas  

Goude marv Saül, David a zistroas eus an trec'h war an Amalekited, hag e chomas daou zevezh e Ziklag.


David a lavaras dezhañ: Penaos ne'c'h eus ket bet aon da gas da zorn da lazhañ olevad an AOTROU?


N'it ket d'henn lavarout e Gad, n'henn disklêriit ket war leur-gêr Askelon, gant aon na vefe laouen merc'hed ar Filistined, gant aon na dridfe merc'hed an diamdroc'hidi.


An den yaouank a gelaoue anezhañ a respontas: En em gavout a raen dre zarvoud war venez Gilboa, ha setu Saül en em harpe war e c'hoaf, ha setu ar c'hirri hag ar varc'hegerien a oa tost d'e dapout.


Akitofel, o welout ne oa ket graet ar pezh en doa aliet, a zibras e azenn, a savas hag a yeas d'e di en e gêr. Goude m'en doe lakaet urzh en e di, en em grougas hag e varvas. Hag e voe sebeliet e bez e dad.


David a yeas hag a gemeras eskern Saül hag eskern Jonatan e vab digant tud Jabez Galaad, o doa o c'hemeret eus leur Bet-Shan, e-lec'h m'o doa ar Filistined o divilhet, en deiz m'o doa pilet ar Filistiz Saül e Gilboa.


Ha pa welas Zimri e oa tapet kêr, ez eas el lec'h uhelañ eus ti ar roue hag e tevas warnañ ti ar roue, hag e varvas,


Diwar-benn nemorant oberoù Omri, kement a reas hag e gurioù, kement-se ha n'eo ket skrivet e levr danevelloù rouaned Israel?


Neuze Saül a lavaras d'an hini a zouge e armoù: Tenn da gleze ha trebarzh-me, gant aon na zeufe an diamdroc'hidi-se da zrougober ouzhin. Met an hini a zouge e armoù ne fellas ket dezhañ, rak spouronet e oa. Saül a gemeras e gleze hag en em daolas warnañ.


E dad hag e vamm a lavaras dezhañ: Ha n'eus ket plac'hed e-touez merc'hed da vreudeur hag e-touez va holl bobl, ma'z afes da gemer ur wreg a-douez ar Filistined diamdroc'h? Samzun a lavaras d'e dad: Kemer anezhi evidon, rak plijout a ra da'm daoulagad.


Gervel a reas diouzhtu an den yaouank a zouge e armoù, hag e lavaras dezhañ: Tenn da gleze ha va lazh, gant aon na vefe lavaret ac'hanon: Ur vaouez he deus e lazhet. An den yaouank a doullas anezhañ, hag e varvas.


Jonatan a lavaras d'an den yaouank a zouge e armoù: Deus, tremenomp betek gwarded an diamdroc'hidi-se, marteze e labouro an AOTROU evidomp, rak netra ne harzo an AOTROU da zieubiñ gant kalz pe gant nebeut a dud.


David a gomzas gant an dud a oa gantañ hag a lavaras: Petra vo graet d'an den a lazho ar Filistin-se hag a lamo an dismegañs diwar Israel? Rak piv eo ar Filistin-se, an diamdroc'h-se, evit dismegañsiñ armeoù an Doue bev?


Da servijer en deus lazhet hag al leon hag an arzh, hag ar Filistin-se, an diamdroc'h-se, a vo evel unan anezho, rak dismegañset en deus armeoù an Doue bev.


Ha David a lavaras: An AOTROU a zo bev! An AOTROU e-unan a skoio warnañ, pe e teuio e zeiz hag e varvo, pe ez aio d'ar brezel hag e yelo da get,


Hag an hini a zouge e armoù, o welout e oa marvet Saül, en em daolas, eñ ivez, war e gleze hag a varvas.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos