David a lavaras dezhañ: Petra a zo c'hoarvezet? Lavar din. Hag e respontas: Ar bobl a zo tec'het diouzh an emgann, hag un niver bras zoken a zo kouezhet marv. Saül ivez ha Jonatan e vab a zo marvet.
An den yaouank a gelaoue anezhañ a respontas: En em gavout a raen dre zarvoud war venez Gilboa, ha setu Saül en em harpe war e c'hoaf, ha setu ar c'hirri hag ar varc'hegerien a oa tost d'e dapout.
David a yeas hag a gemeras eskern Saül hag eskern Jonatan e vab digant tud Jabez Galaad, o doa o c'hemeret eus leur Bet-Shan, e-lec'h m'o doa ar Filistined o divilhet, en deiz m'o doa pilet ar Filistiz Saül e Gilboa.
Neuze un den a dennas gant e wareg dre zegouezh, hag e tizhas roue Israel etre ar juntoù hag an hobregon. Ar roue a lavaras d'an hini a rene e garr: Distro ha kas ac'hanon er-maez eus an emgannlec'h, rak gloazet on.