Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Samuel 31:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Ar Filistined a redas war-lerc'h Saül hag e vibien, hag e lazhjont Jonatan, Abinadab ha Malkishua, mibien Saül.

Ver Capítulo Copiar




1 Samuel 31:2
14 Referencias Cruzadas  

An den yaouank a gelaoue anezhañ a respontas: En em gavout a raen dre zarvoud war venez Gilboa, ha setu Saül en em harpe war e c'hoaf, ha setu ar c'hirri hag ar varc'hegerien a oa tost d'e dapout.


Mibien Sedesia a voe lazhet dirak e zaoulagad. Neuze e voe toullet e zaoulagad da Sedesia, hag e voe ereet gant chadennoù arem, ha kaset da Vabilon.


Ar Filistined a redas war-lerc'h Saül hag e vibien, hag e lazhjont Jonatan, Abinadab ha Malkishua, mibien Saül.


Ner a voe tad da Gish. Kish a voe tad da Saol. Saol a voe tad da Jonatan, Malkishua, Abinadab, Eshbaal.


Ner a voe tad da Gish, ha Kish a voe tad da Saül. Saül a voe tad da Jonatan, Malkishua, Abinadab, Eshbaal.


ne stoui ket dirazo ha ne serviji ket anezho, rak me eo an AOTROU da Zoue, un Doue gwarizius a gastiz direizhder an tadoù war ar vugale betek an trede hag ar pevare rumm eus ar re a gasa ac'hanon,


Saül, e vab Jonatan, hag ar bobl en em gave ganto, en em zalc'he e Gibea-Benjamin, hag a Filistined a oa o kampiñ e Mikmash.


Saül a zibabas tri mil den a-douez Israel. Bez' e oa daou vil gantañ e Mikmash ha war venez Betel, ha mil gant Jonatan e Gibea-Benjamin. Hag e kasas nemorant ar bobl, pep hini d'e deltenn.


An holl Israeliz hag a oa kuzhet war venez Efraim, o klevout e tec'he ar Filistined, a grogas da redek ivez war o lerc'h evit o c'hannañ.


Mibien Saül a oa Jonatan, Jishvi ha Malkishua. Anvioù e ziv verc'h a oa ar re-mañ: Merab anv an henañ, Mikal anv ar yaouankañ.


hag e lavaras dezhañ: Na'z pez ket aon, rak dorn Saül va zad ne gavo ket ac'hanout, met ren a ri war Israel, hag e vin an eil war da lerc'h. Saül va zad a oar kement-se ivez.


Ha zoken an AOTROU a lakaio Israel ganit etre daouarn ar Filistined. Warc'hoazh e viot ganin, te ha da vibien, hag an AOTROU a lakaio kamp Israel etre daouarn ar Filistined.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos