Hag e voent er c'hañv, hag e oueljont, hag e yunjont betek an noz abalamour da Saül ha da Jonatan e vab, ha da bobl an AOTROU, ha da di Israel, dre ma oant kouezhet dre ar c'hleze.
Gervel a reas diouzhtu an den yaouank a zouge e armoù, hag e lavaras dezhañ: Tenn da gleze ha va lazh, gant aon na vefe lavaret ac'hanon: Ur vaouez he deus e lazhet. An den yaouank a doullas anezhañ, hag e varvas.
Hag an holl bobl a yeas da C'hilgal, hag eno e lakajont Saül da roue, dirak an AOTROU e Gilgal, hag ec'h aberzhjont aberzhoù a drugarekadennoù dirak an AOTROU . Ha kalz a levenez o doe eno Saül hag holl dud Israel.
Ha n'eo ket hiziv eost an ed? Me a grio d'an AOTROU , hag e kaso kurun ha glav, evit ma ouiot ha ma welot pegen bras eo dirak daoulagad an AOTROU an droug hoc'h eus graet o c'houlenn ur roue evidoc'h.
Ha zoken an AOTROU a lakaio Israel ganit etre daouarn ar Filistined. Warc'hoazh e viot ganin, te ha da vibien, hag an AOTROU a lakaio kamp Israel etre daouarn ar Filistined.
Re Israel a oa en tu all d'an draonienn hag en tu all d'ar Jordan, o welout e tec'he tud Israel hag e oa marvet Saül hag e vibien, a zilezas o c'hêrioù hag a dec'has. Hag ar Filistined a zeuas da chom enno.