2 Pêr 1:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rak-se, breudeur, bezit muioc’h-muiañ aketus da greñvaat ho kalvedigezh hag ho tibaberezh, rak oc’h ober kement-se ne strebotot biken, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Rag‐se, breudeur, bezit muioc’h‐mui aketus da grenvaad ho kalvedigez hag ho choazedigez; rag en eur ober kement‐se, ne deuot biken da gweza; |
an hini na brest ket e arc'hant evit tennañ gounid ha na gemer ket profoù a-enep an den didamall. An hini a ra an traoù-se ne vo biken brañsellet.
Eürus an den a ra an traoù-se hag ar mab-den en em stag outo, o virout ar sabad hep e zisakrañ, hag o herzel e zaouarn d'ober droug.
Na laouena ket diwar va fenn, te va enebourez! Mard on kouezhet, ec'h adsavin, mard on azezet en deñvalijenn, an AOTROU a vo va sklêrijenn.
Koulskoude diazez start Doue a chom, o kaout ar siell-mañ: An Aotrou a anavez ar re a zo dezhañ, ha: Piv bennak a c’halvo anv Krist ra zilezo an direizhder.
Fellout a ra deomp e tiskouezfe pep hini ac’hanoc’h un hevelep aked, da virout betek an diwezh ur fiziañs leun en esperañs,
Mirout a reomp an esperañs-se evel un eor eus hon ene, sur ha start, hag a ya e diabarzh ar ouel,
Rak piv bennak en devo miret an holl lezenn met a gouezho war ur poent hepken, a vo kablus e-keñver an holl.
Distroet da gavout Jozue, e lavarjont dezhañ: Ra ne bigno ket an holl bobl, met ra'z aio daou pe tri mil den hag e pilint Ai. Na skuizh ket an holl bobl evit ken nebeut a dud.
dibabet hervez ragouiziegezh Doue an Tad, evit bezañ santelaet gant ar Spered, evit sentiñ ouzh Jezuz-Krist ha kaout lod e sparfadur e wad: Ra vo ar c’hras hag ar peoc’h kresket deoc’h!
c’hwi hag a zo miret gant galloud Doue, dre ar feiz, evit ar silvidigezh prest da vezañ diskuliet en amzerioù diwezhañ.
E c’halloud doueel en deus roet deomp kement a sell ouzh ar vuhez hag ouzh doujañs-Doue, dre anaoudegezh an hini en deus hor galvet dre e c’hloar hag e vertuz.
E kement-se eta, degasit hoc’h holl aked evit unaniñ asambles gant ho feiz ar vertuz, gant ar vertuz ar c’houiziegezh,
Setu perak, re garet-mat, o c’hortoz an traoù-se, en em nerzhit da vezañ kavet er peoc’h, didarch ha direbech dirazañ.
Re garet-mat, c’hwi a oar en a-raok, lakait evezh, gant aon na vefec’h hoalet gant tromplerezh ar re ziroll, ha na zeufec’h da gouezhañ eus ho started.
D’an hini a c’hell ho tiwall a bep lamm hag ho lakaat d’en em ziskouez dinamm ha leun a levenez dirak e c’hloar,
Eürus ar re a vir e c’hourc’hemennoù, evit m’o devo lod er wezenn a vuhez hag e c’hellint mont e-barzh kêr dre an dorojoù.