Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




S. Jakes 2:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 Rak piv bennak en devo miret an holl lezenn met a gouezho war ur poent hepken, a vo kablus e-keñver an holl.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

10 Rag piou‐benag hen devezo miret al lezen pen‐da‐ben, mar deu da bec’hi var eur poent hep‐ken, a zeu da veza coupabl euz an holl.

Ver Capítulo Copiar




S. Jakes 2:10
8 Referencias Cruzadas  

Deuet int e-barzh hag o deus he ferc'hennet, met n'o deus ket sentet ouzh da vouezh, n'o deus ket kerzhet hervez da lezenn, n'o deus graet netra eus ar pezh az poa gourc'hemennet dezho ober. En abeg da-se ec'h eus graet d'an holl zroug-mañ dont warno.


Met ar re holl en em stag ouzh oberoù al lezenn a zo dindan ar vallozh, rak skrivet eo: Milliget eo kement den ha na gendalc’h ket en holl draoù a zo skrivet e levr al lezenn evit ober anezho.


Hag e testenian adarre da bep den en em laka da vezañ amdroc’het, ez eo ret dezhañ mirout al lezenn a-bezh.


Milliget ra vo an hini na beurc'hraio ket komzoù al lezenn-mañ ha na raio ket diouto! Hag an holl bobl a lavaro: Amen!


Strebotiñ a reomp holl e meur a dra. Ma ez eus unan bennak ha ne strebot ket pa gomz, un den peurvat eo, un den a c’hell mestroniañ ivez e gorf a-bezh.


Rak-se, breudeur, bezit muioc’h-muiañ aketus da greñvaat ho kalvedigezh hag ho tibaberezh, rak oc’h ober kement-se ne strebotot biken,


D’an hini a c’hell ho tiwall a bep lamm hag ho lakaat d’en em ziskouez dinamm ha leun a levenez dirak e c’hloar,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos