Staget e oa ouzh an AOTROU, ne zistroas ket dioutañ. Mirout a reas ar gourc'hemennoù en doa roet an AOTROU da Voizez.
1 Yann 5:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rak kement-mañ eo karantez Doue: ma virimp e c’hourc’hemennoù. Hag e c’hourc’hemennoù n’int ket diaes, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Rag karantez Doue eo ma virimp he c’hourc’hemenou; hogen, he c’hourc’hemenou n’int ket dies, |
Staget e oa ouzh an AOTROU, ne zistroas ket dioutañ. Mirout a reas ar gourc'hemennoù en doa roet an AOTROU da Voizez.
hag a ra trugarez betek ar milvet rumm d'ar re a gar ac'hanon hag a vir va gourc'hemennoù.
Hag e pedis an AOTROU va Doue, hag e ris va c'hofez o lavarout: A! Aotrou Doue bras ha spontus, a vir an emglev hag an drugarez e-keñver ar re a gar ac'hanout hag a vir da c'hourc'hemennoù,
Disklêriet en deus dit, o den, ar pezh a zo mat, hag ar pezh a c'houlenn an AOTROU diganit, nemet ober ar pezh a zo reizh, karout an drugarez, ha kerzhout izelek gant da Zoue.
Eren a reont bec’hioù pounner ha diaes da zougen, ha o lakaont war divskoaz an dud, met ne fell ket dezho stekiñ outo gant o biz.
Mar mirit va gourc’hemennoù, e chomot em c’harantez, evel ma em eus miret gourc’hemennoù va Zad hag e choman en e garantez.
hag a ra trugarez betek ar milvet rumm d'ar re a gar ac'hanon hag a vir va gourc'hemennoù.
Gouez eta penaos eo Doue an AOTROU da Zoue, un Doue feal a vir e emglev hag e drugarez betek ar milvet rumm d'ar re a gar anezhañ hag a vir e c'hourc'hemennoù,
Met setu an emglev a rin gant ti Israel: Goude an deizioù-se, eme an Aotrou, e lakain va lezennoù en o soñjoù hag e skrivin anezho war o c’halonoù, me a vo o Doue hag int a vo va fobl.
Ha amañ emañ ar garantez: ma kerzhimp hervez e c’hourc’hemennoù. Kement-se eo ar gourc’hemenn, evel ma hoc’h eus e glevet adalek ar penn-kentañ evit ma kerzhot ennañ.