Met nebeut a dra eo c'hoazh da'z taoulagad, o Aotrou AOTROU! Komzet ec'h eus diwar-benn ti da servijer evit un amzer bell. Ha kement-se eo doare d'ober an dud, o Aotrou AOTROU?
1 Yann 3:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Gwelit pebezh karantez en deus diskouezet an Tad en hor c’heñver, evit ma vefemp galvet bugale Doue! Dre gement-mañ eo n’anavez ket ar bed ac’hanomp: o vezañ n’en deus ket anavezet anezhañ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Gwelit pebez karantez hen deuz diskonezet an Tad en hor c’henver‐ni, pa’z omp galvet bugale Doue! Ar bed na anavez ket ac’hanomp, abalamour n’hen deuz ket anavezet anezhan. |
Met nebeut a dra eo c'hoazh da'z taoulagad, o Aotrou AOTROU! Komzet ec'h eus diwar-benn ti da servijer evit un amzer bell. Ha kement-se eo doare d'ober an dud, o Aotrou AOTROU?
Ra vo mut ar muzelloù gaouiat, a zroukkomz a-enep an den reizh dre lavaroù fall, gant lorc'h ha dismegañs!
Ha me, me am eus lavaret: Penaos e lakain ac'hanout e-touez va mibien, hag e roin dit ur vro a zudioù, gwellañ hêrezh armeoù ar broadoù? Hag em eus lavaret: Va gervel a ri: Va zad! Ha ne zistroi ket diouzhin.
Koulskoude niver mibien Israel a vo evel traezh ar mor na c'heller na muzuliañ na kontañ. Hag e c'hoarvezo penaos el lec'h-se ma oa bet lavaret dezho: N'oc'h ket va fobl, e vo lavaret dezho: Mibien an Doue bev!
Rak ne c’hellint ket kennebeut mervel, abalamour ma vint heñvel ouzh an aeled ha ma vint mibien Doue, o vezañ mibien an adsavidigezh a varv.
Met d’ar re holl o deus e zegemeret, en deus roet ar galloud da vezañ graet bugale da Zoue, da c’houzout eo d’ar re holl a gred en e anv,
ha ne oa ket evit ar vroad hepken, met ivez evit dastum en unan hepken mibien Doue a-stlabez.
Met kement-se holl a raint deoc’h en abeg da’m anv, rak n’anavezont ket an hini en deus va c’haset.
Tad gwirion, ar bed n’en deus ket da anavezet, met me am eus da anavezet hag ar re-mañ o deus anavezet ec’h eus va c’haset.
Rak kement en deus Doue karet ar bed m’en deus roet e Vab nemetañ, evit na vo ket kollet piv bennak a gred ennañ, met m’en devo ar vuhez peurbadus.
Met Doue a ziskouez e garantez en hor c’heñver, o vezañ ma oamp c’hoazh pec’herien pa’z eo marvet Krist evidomp.
gant an esperañs e vo ivez dieubet eus sklavelezh ar vreinadurezh evit bezañ e frankiz gloar bugale Doue.
Eñ ha n’en deus ket espernet e Vab e-unan, met en deus e roet evidomp holl, penaos ne roio ket pep tra deomp gantañ?
Mibien an AOTROU ho Toue emaoc'h-c'hwi. N'en em reot flañch ebet ha n'en em douzot ket etre ho taoulagad evit unan marv.
E kement-mañ eo e teu bugale Doue ha bugale an diaoul d’en em reiñ da anavezout: piv bennak ne ra ket ar reizhder n’eo ket eus Doue, na kennebeut an hini na gar ket e vreur.
Re garet-mat, ni a zo bremañ bugale Doue hag ar pezh a vimp n’eo ket bet c’hoazh diskouezet. Met anavezout a reomp penaos pa vo diskouezet, e vimp heñvel outañ abalamour ma welimp anezhañ evel ma’z emañ.
E kement-se eo bet peurc’hraet ar garantez ennomp, evit ma hor bo fiziañs da zeiz ar varnedigezh, o vezañ ma’z omp er bed-se evel ma emañ e-unan.