Ar bouc’h m’eo kouezhet warnañ ar sord evit Azazel a vo lakaet bev dirak an AOTROU, evit ober warnañ an dic’haou hag e gas kuit da Azazel el lec’h distro.
1 Yann 2:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Eñ eo un aberzh-dic’haouiñ evit hor pec’hedoù, ha nann hepken evit hor re, met ivez evit re ar bed holl. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hen eo ar zacrifis a adunvaniez evit hor pec’hejou; ha n’e ket hep ken evit hon re‐ni, mes ive evit re ar bed holl. |
Ar bouc’h m’eo kouezhet warnañ ar sord evit Azazel a vo lakaet bev dirak an AOTROU, evit ober warnañ an dic’haou hag e gas kuit da Azazel el lec’h distro.
Ar mevel a lavaras dezhañ: Aotrou, graet eo bet evel ma ec’h eus gourc’hemennet, ha lec’h a zo c’hoazh.
An deiz war-lerc’h, Yann a welas Jezuz o tont d’e gavout hag a lavaras: Setu Oan Doue, an hini a lam kuit pec’hed ar bed.
Lavarout a rejont d’ar wreg: N’eo ket abalamour da’z lavar eo e kredomp, rak klevet hon eus anezhañ hon-unan hag ec’h anavezomp penaos hemañ eo e gwirionez Salver ar bed, ar C’hrist.
Dre-se eo bet ret ma teuje e pep tra heñvel ouzh e vreudeur, evit ma vije ur beleg meur trugarezus ha feal en traoù a sell ouzh Doue, evit dasprenañ pec’hedoù ar bobl,
eñ hag en deus douget hor pec’hedoù e-unan en e gorf war ar c’hoad, evit ma teujemp, o vezañ marv d’ar pec’hed, da vevañ d’ar reizhder, eñ ez oc’h bet yac’haet dre e c’houlioù.
Rak Krist ivez en deus gouzañvet ur wech evit ar pec’hedoù, eñ reizh evit ar re zireizh, evit hon degas da Zoue. Lakaet eo bet d’ar marv er c’hig, met bevaet hervez ar Spered,
Met mar kerzhomp er sklêrijenn, evel ma’z emañ e-unan er sklêrijenn, ez omp e kenunvaniezh an eil gant egile ha gwad Jezuz-Krist e Vab hor glana a bep pec’hed.
Gouzout a rit penaos eo en em ziskouezet evit lemel hor pec’hedoù ha penaos n’eus pec’hed ebet ennañ.
E kement-mañ emañ ar garantez: n’eo ket ni hon eus karet Doue, met eñ eo an hini en deus hor c’haret ha kaset e Vab en aberzh-dic’haouiñ evit hor pec’hedoù.
Ha ni hon eus gwelet hag e roomp testeni penaos an Tad en deus kaset ar Mab evel Salver ar bed.
An aerouant bras a voe taolet kuit, an naer gozh anvet an diaoul ha Satan, an hini a douell ar bed holl, taolet e voe war an douar hag e aeled a voe taolet gantañ.