1 Yann 1:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met mar kerzhomp er sklêrijenn, evel ma’z emañ e-unan er sklêrijenn, ez omp e kenunvaniezh an eil gant egile ha gwad Jezuz-Krist e Vab hor glana a bep pec’hed. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes mar baleomp er sclerijen, evel ma ema he‐unan er sclerijen, hon euz communion an eil gant egile, ha goad Jesus‐Christ he Vab a neta ac’hanomp a bep pec’hed. |
O Doue! Seveniñ a rin ar gouestloù am eus graet dit, ha trugarekadennoù a ginnigin dit.
Ar reizhder hag an eeunder a zo diazez da dron, an drugarez hag ar wirionez a gerzh dirak da zremm.
Ar sklêrijenn a zo hadet evit an hini reizh, hag al levenez evit ar re a zo eeun a galon.
Hini ebet eus ar re a zo o chom eno ne lavaro: Me 'zo klañv. Ar bobl o chom enni en deus bet ar pardon eus he direizhder.
Hag he stokas ouzh va genoù, hag e lavaras: Bremañ houmañ he deus stoket ouzh da vuzelloù, da zireizhder a zo lamet kuit, da bec'hed a zo dic'haouet.
En deiz-se e vo ur vammenn digor da di Juda ha da dud Jeruzalem, evit ar pec'hed hag evit an dic'hlanded.
An deiz war-lerc’h, Yann a welas Jezuz o tont d’e gavout hag a lavaras: Setu Oan Doue, an hini a lam kuit pec’hed ar bed.
Neuze Jezuz a lavaras dezho: Ar sklêrijenn a zo c’hoazh ganeoc’h evit un nebeud amzer. Kerzhit e-pad m’hoc’h eus ar sklêrijenn, gant aon na zeufe an deñvalijenn d’ho soupren. An hini a gerzh en deñvalijenn ne oar ket pelec’h ez a.
rak un ael a ziskenne er stank a amzer-da-amzer hag a gemmeske an dour. Hag an hini kentañ a yae e-barzh goude ma vije bet kemmesket an dour a veze yac’haet, n’eus forzh peseurt kleñved a vije gantañ.
An noz a zo aet war-raok hag an deiz a dosta. Diwiskomp eta oberoù an deñvalijenn ha gwiskomp armoù ar sklêrijenn.
Hag evel-se e oa hiniennoù ac’hanoc’h. Met gwalc’het oc’h bet, met santelaet oc’h bet, met reishaet oc’h bet en anv an Aotrou Jezuz hag e Spered hon Doue.
Ennañ hon eus an dasprenadur dre e wad, ar pardon eus ar pec’hedoù, hervez pinvidigezhioù e c’hras
Rak gwechall e oac’h teñvalijenn, met bremañ oc’h sklêrijenn en Aotrou. Kerzhit eta evel bugale ar sklêrijenn,
an hini a zo dezhañ hepken an divarvelezh, a chom en ur sklêrijenn dreistdiraez, ne wel ket den ha ne c’hell ket den gwelout, a zo dezhañ an enor hag ar galloud peurbadus! Amen.
a zo en em roet e-unan evit hon dasprenañ a bep direizhder hag evit hor glanaat, evel ur bobl a zo dezhañ e-unan, gredus evit an oberoù mat.
pegement muioc’h gwad Krist, hag a zo dre ar Spered peurbadus en em ginniget e-unan dinamm da Zoue, a c’hlanaio ho koustiañs eus an oberoù marv, evit ma servijot an Doue bev.
pep gras dispar ha pep donezon peurvat a zeu eus an nec’h hag a ziskenn eus Tad ar sklêrijenn, na vez ennañ na kemmadur na skeud a cheñchamant.
ar pezh hon eus gwelet ha klevet, a zisklêriomp deoc’h evit ma viot unanet ivez ganeomp. Hor c’henunvaniezh a zo gant an Tad ha gant e Vab Jezuz-Krist.
Kement-mañ eo an disklêriadur hon eus klevet digantañ hag a roomp da anavezout deoc’h: Doue a zo sklêrijenn ha n’eus teñvalijenn ebet ennañ.
Eñ eo an hini a zo deuet dre an dour ha dre ar gwad: Jezuz-Krist, nann dre an dour hepken, met dre an dour ha dre ar gwad. Hag ar Spered eo a ro testeni a gement-se, dre ma’z eo ar Spered a wirionez.
Ha bez’ ez eus tri hag a ro testeni war an douar, ar Spered, an dour hag ar gwad, hag an tri-se a zo a-unvan.
En em laouenaet bras on o vezañ kavet meur a hini eus da vugale o kerzhout er wirionez, hervez ar gourc’hemenn hon eus resevet digant an Tad.
N’eus ket evidon ur brasoc’h levenez eget klevout penaos e kerzh va bugale er wirionez.
hag a-berzh Jezuz-Krist, an test feal, ar c’hentañ-ganet a-douez ar re varv ha Priñs rouaned an douar. D’an hini en deus hor c’haret, en deus hor gwalc’het eus hor pec’hedoù dre e wad
Trec’het o deus anezhañ dre wad an Oan ha dre ar ger o deus rentet testeni drezañ, ha n’o deus ket karet o buhez en tu all d’ar marv.
Me a lavaras dezhañ: Aotrou, te a oar. Hag e lavaras din: Bez’ int ar re a zo deuet eus an trubuilh bras, gwalc’het o deus o saeoù ha gwennet anezho e gwad an Oan.