Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Zakaria 13:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 En deiz-se e vo ur vammenn digor da di Juda ha da dud Jeruzalem, evit ar pec'hed hag evit an dic'hlanded.

Ver Capítulo Copiar




Zakaria 13:1
34 Referencias Cruzadas  

Pa zeuas Natan ar profed d'e gavout, goude ma voe aet David war-zu Bat-Sheba.


Setu, en direizhder ez on bet stummet, ha va mamm he deus va c'hoñsevet er pec'hed.


Tennañ a reot dour gant levenez eus mammennoù ar silvidigezh.


p'en devo an AOTROU gwalc'het hudurnez merc'hed Sion, ha glanaet Jeruzalem diouzh ar gwad a zo en he c'hreiz, dre ar spered a reizhder ha dre ar spered a guzum.


AOTROU, te eo esperañs Israel, an holl re a zilez ac'hanout a vo mezhek. Ar re a zistro diouzhin a vo enskrivet war an douar, dre ma tilezont mammenn an doureier a vuhez, an AOTROU.


Rak va fobl he deus graet div wech an droug: va dilezet o deus, me, mammenn an dour a vuhez, ha kleuzet o deus evito puñsoù, puñsoù skalfet na zalc'hont ket an dour.


An AOTROU en deus da lakaet aberzhour e-lec'h Jehojada an aberzhour, evit ma vo ensellerien e ti an AOTROU, evit eveshaat war bep den diskiant a ro profediezhoù, evit e lakaat en toull-bac'h hag en hern,


Hag e c'hlanain anezho eus pep ober direizh o deus graet a-enep din, hag e pardonin o holl oberoù direizh o deus graet, o vezañ en em savet a-enep din drezo.


Mab an den, re di Israel, pa oant o chom en o bro, o deus e saotret dre o hent hag o oberoù. O hent a zo deuet da vezañ dirazon evel dic'hlanded ur wreg e mare saotradur he mizioù.


Skuilhañ a rin warnoc'h doureier glan, hag e viot glanaet. Ho klanaat a rin eus hoc'h holl loustoni hag eus hoc'h holl idoloù.


Ho tieubiñ a rin eus hoc'h holl loustoni, hag e c'halvin ar gwinizh, hag e kreskin anezhañ, ne gasin ken an naonegezh warnoc'h.


Hag e kasas ac'hanon en-dro da zor an ti. Ha setu, dour a zeue er-maez a-zindan treuzoù an ti ouzh ar sav-heol, rak talbenn an ti a selle etrezek ar sav-heol, hag an dour a ziskenne a-zindan kostez dehou an ti, er c'hreisteiz d'an aoter.


Ur vammenn pe ur feunteun e-lec’h ez eus kalz a zour a vo glan. Met an hini a stoko ouzh o c’horfoù marv a vo dic’hlan.


e lamin da strobinelloù eus da zorn, ha ne'z po ken a hudsteredourien,


an holl diegezhioù all, pep tiegezh a-ziforc'h, hag o maouezed a-ziforc'h.


En deiz-se e rin eus Jeruzalem ur maen pouezus evit an holl bobloù. An holl re a zougo ar bec'h anezhi a vo gloazet, hag holl vroadoù ar bed en em savo en hec'h enep.


An deiz war-lerc’h, Yann a welas Jezuz o tont d’e gavout hag a lavaras: Setu Oan Doue, an hini a lam kuit pec’hed ar bed.


rak un ael a ziskenne er stank a amzer-da-amzer hag a gemmeske an dour. Hag an hini kentañ a yae e-barzh goude ma vije bet kemmesket an dour a veze yac’haet, n’eus forzh peseurt kleñved a vije gantañ.


Hag evel-se e oa hiniennoù ac’hanoc’h. Met gwalc’het oc’h bet, met santelaet oc’h bet, met reishaet oc’h bet en anv an Aotrou Jezuz hag e Spered hon Doue.


met dre wad prizius Krist, evel hini eus un oan dinamm ha didarch,


Met mar kerzhomp er sklêrijenn, evel ma’z emañ e-unan er sklêrijenn, ez omp e kenunvaniezh an eil gant egile ha gwad Jezuz-Krist e Vab hor glana a bep pec’hed.


Eñ eo an hini a zo deuet dre an dour ha dre ar gwad: Jezuz-Krist, nann dre an dour hepken, met dre an dour ha dre ar gwad. Hag ar Spered eo a ro testeni a gement-se, dre ma’z eo ar Spered a wirionez.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos