An holl gedourien a zo dall, n'anavezont netra. Holl ez int chas mut na c'hellont ket harzhal, emaint o huñvreal en ur chom gourvezet, plijout a ra dezho morediñ.
1 Timote 3:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ret eo eta d’an eskob bezañ didamall, pried d’ur wreg hepken, poellek, fur, kempenn, degemerus, gouest da gelenn, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Red eo eta da eun eskop beza didamal, pried da eur vreg hep‐ken, moderet, leun a evez, renket‐mad, prest da zigemer en he di, capabl da gelen; |
An holl gedourien a zo dall, n'anavezont netra. Holl ez int chas mut na c'hellont ket harzhal, emaint o huñvreal en ur chom gourvezet, plijout a ra dezho morediñ.
Reizh e oant o-daou dirak Doue, hag ec’h heulient holl c’hourc’hemennoù hag urzhioù an Aotrou en un doare divlam.
Bez’ e oa ivez eno Anna ar brofedez, merc’h Fanuel, eus meuriad Aser. Oadet bras e oa hag he doa bevet gant he fried seizh vloaz abaoe he gwerc’hded.
evit ma viot divlam ha disaotr, mibien Doue, didamall e-kreiz ur rummad diroll ha fall, hag en o zouez bezit gwelet evel goulaouennoù er bed,
Ra vo an diagoned pried da ur wreg hepken, o c’houarn mat o bugale hag o ziegezh o-unan,
Ra vo an diagoned ivez poellek, hep daou c’her, pell eus dirollerezh ar gwin hag eus ur gounid dizonest,
o tifenn dimeziñ hag o c’hourc’hemenn tremen hep boued krouet gant Doue evit bezañ kemeret en ur drugarekaat gant an dud feal hag ar re o deus anavezet ar wirionez.
he defe an testeni eus hec’h oberoù mat, an hini da vezañ savet he bugale, da vezañ degemeret an estrenien, gwalc’het o zreid d’ar sent, sikouret ar re c’hlac’haret, en em roet da beb seurt oberennoù mat.
Na laka da zaouarn war den re vuan ha na gemer ket lod e pec’hedoù ar re all. En em vir glan da-unan.
Ra ne vo ket un intañvez douget war ar roll, nemet he defe tri-ugent vloaz, e vefe bet dimezet d’un ozhac’h hepken,
Arabat eo da servijer an Aotrou karout tabutoù, met ret eo dezhañ bezañ dous e-keñver an holl, mat da gelenn, habask,
N’ankounac’hait ket an herberc’h, rak drezañ o deus hiniennoù roet degemer da aeled hep henn gouzout.
Rak deuet omp da vezañ lodennek e Krist, gant ma virimp start betek an diwezh hor fiziañs kentañ,
Bezit poellek, beilhit, rak hoc’h enebour an diaoul a dro war ho tro evel ul leon o yudal, o klask piv a c’hello lonkañ.