Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Titus 2:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 ra vo ar re oadet poellek, dereat, diazez, yac’h er feiz, er garantez, er basianted,

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

2 Ra vezo an dud koz moderet, ra vezint tud a zoare, prudant, iac’h er feiz, er garantez, er batianted.

Ver Capítulo Copiar




Titus 2:2
33 Referencias Cruzadas  

Ar furnez a zo gant ar re gozh, ar meiz eo frouezh an deizioù hir.


Plantet e ti an AOTROU, e vleugnint e leurioù hon Doue.


Ar blev gwenn a zo ur gurunenn a c'hloar, kavet eo en hent ar reizhder.


Ne vo ken eno ur bugel pe ur c'hozhiad n'en devo ket peurc'hraet e zeizioù, rak an hini a varvo oadet a gant vloaz a vo yaouank, met ar pec'her hag a vo oadet a gant vloaz a vo milliget.


Te a savo dirak ar blev gwenn hag a enoro dremm an den kozh, doujañ a ri da Zoue. Me eo an AOTROU.


Dont a rejont da gavout Jezuz hag e weljont an hini a oa bet dalc’het gant an diaouled, an hini a oa bet dalc’het gant al lejion, azezet, gwisket hag en e skiant vat. Hag o doe aon.


Neuze an dud a zeuas evit gwelout ar pezh a oa c’hoarvezet. O vezañ deuet da gavout Jezuz, e kavjont an den ma oa aet kuit an diaouled anezhañ, azezet ouzh treid Jezuz, gwisket hag en e skiant vat, hag e voent leuniet a spont.


Evel ma komze diwar-benn ar reizhder, an emvestroni hag ar varn da zont, Feliks, spouronet, a lavaras: Evit bremañ, kae kuit, ha pa gavin al lec’h, e c’halvin ac’hanout en-dro.


Gant ar c’hras a zo bet roet din, e lavaran da bep hini ac’hanoc’h n’en devo ket anezhañ e-unan ur meno brasoc’h eget ma’z eo ret, met m’en devo santadoù izel, hervez ar muzul a feiz en deus Doue roet da bep hini.


Dihunit hervez ar reizhder ha na bec’hit ket, rak bez’ ez eus darn hep anaoudegezh Doue, lavarout a ran kement-se evit ho mezh.


Pep den hag a glask gounid war ar re all a ziouer pep tra, ha kement-se a ra evit kaout ur gurunenn vreinus, met ni a ra evit unan divreinus.


Rak mar d-omp diskiant ez eo evit Doue, mar d-omp a skiant vat ez eo evidoc’h.


douster, mestroni an-unan. Al lezenn n’eo ket a-enep an traoù-se.


A-hend-all, breudeur, kement a zo gwirion, kement a zo onest, kement a zo reizh, kement a zo glan, kement a zo karantezus, kement a zo a vrud vat, hag a zo ennañ ur vertuz bennak hag a zo dellezek a veuleudi, ra zalc’ho an holl draoù-se en ho soñjoù.


Na gouskomp ket eta evel ar re all, met beilhomp ha bezomp dilontek.


Met ni pa’z omp eus an deiz, bezomp dilontek, o vezañ gwisket sae-houarn ar feiz hag ar garantez, ha tog-houarn esperañs ar silvidigezh.


ar c’hadaled, ar skilbaotred, ar varc’hadourien-sklaved, ar c’haouiaded, ar falstouerien, hag evit kement a zo kontrol d’ar gelennadurezh yac’h,


ha gras hon Aotrou he deus dreistfonnet, gant ar feiz hag ar garantez a zo e Jezuz-Krist.


da Dimote, va gwir vab er feiz: Ar c’hras, an drugarez hag ar peoc’h ra vo roet dit a-berzh Doue hon Tad ha Jezuz-Krist hon Aotrou!


Pal ar gourc’hemenn eo ar garantez a zeu eus ur galon c’hlan, eus ur goustiañs vat hag eus ur feiz wirion.


En hevelep doare, ra vo o gwragez poellek, hep droukkomz, habask, feal en holl draoù.


Ret eo eta d’an eskob bezañ didamall, pried d’ur wreg hepken, poellek, fur, kempenn, degemerus, gouest da gelenn,


o c’houarn mat e di e-unan, o terc’hel e vugale er sentidigezh hag e pep onestiz,


Ra vo an diagoned ivez poellek, hep daou c’her, pell eus dirollerezh ar gwin hag eus ur gounid dizonest,


Na groz ket rust an den oadet, met ali anezhañ evel un tad, an dud yaouank evel breudeur,


An testeni-mañ a zo gwir. Abalamour da gement-se, kroz dezho garv, evit ma teuint santel er feiz,


met er c’hontrol, degemerus, o karout an dud vat, diazez, reizh, santel, habask,


ro da-unan en holl draoù skouer an oberoù mat, er gelennadurezh, er burentez, er siriusted, en onestiz,


koulskoude e pedan kentoc’h ac’hanout en anv ar garantez, o vezañ ar pezh ez on, Paol koshaet, ha bremañ zoken prizoniad Jezuz-Krist,


Dre-se gourizit divgroazell ho klevidigezh, bezit poellek, gortozit gant un esperañs peurvat ar c’hras a vo degaset deoc’h da emziskuliadur Jezuz-Krist,


Diwezh an holl draoù a dosta. Bezit eta fur hag aketus er pedennoù.


Bezit poellek, beilhit, rak hoc’h enebour an diaoul a dro war ho tro evel ul leon o yudal, o klask piv a c’hello lonkañ.


gant ar c’houiziegezh an emvestroni, gant an emvestroni ar basianted, gant ar basianted an doujañs-Doue,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos