Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Titus 2:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 ra o devo ivez ar gwragez oadet an diavaez a zere ouzh ar santelezh, ra ne vint na droukkomzerezed, na re dechet d’ar gwin, ra gelennint ar mad,

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

3 Ra vezo ar gragez avanset en oad doareet‐mad ive, evel ma tere ouz ar zantelez; ra ziwallint da veza droug‐prezegerezed, na re douget d’ar gwin; ra roint kelennadurez vad;

Ver Capítulo Copiar




Titus 2:3
13 Referencias Cruzadas  

Bez’ ez int leuniet a bep direizhder, a loustoni, a fallentez, a bizhoni, a dromplerezh, a warizi, a vuntroù, a dabutoù, a widre, a fallagriezh,


evit ma tegemerot anezhi en Aotrou evel ma tere ouzh ar sent ha ma sikourot anezhi en holl draoù he defe ezhomm ac’hanoc’h, rak sikouret he deus meur a hini hag ivez me va-unan.


Ra ne vo ket klevet anv en ho touez, nag eus gadaliezh, nag eus hudurniezh ebet, nag eus droukc’hoant, evel ma tere d’ar sent,


En hevelep doare, ra vo o gwragez poellek, hep droukkomz, habask, feal en holl draoù.


Ra vo an diagoned ivez poellek, hep daou c’her, pell eus dirollerezh ar gwin hag eus ur gounid dizonest,


Na gendalc’h ket da evañ dour hepken, met gra gant un nebeud gwin abalamour da’z stomok ha da’z tiaezamantoù stank.


Rak ret eo e vefe an eskob didamall evel merour aferioù Doue, ha ne vefe nag ourgouilhus, na taer, na techet d’ar gwin, na feuls, na douget da ur gounid dizonest,


evit ma teskint d’ar re yaouank karout o ezhec’h hag o bugale,


Rak e-lec’h ma tlejec’h abaoe pell zo bezañ mistri, ezhomm hoc’h eus c’hoazh da zeskiñ ar c’hentelioù kentañ eus komzoù Doue, hag oc’h deuet da gaout ezhomm a laezh kentoc’h eget a voued kreñv.


Met traoù bennak am eus a-enep dit: lezel ar wreg Jezabel, en em lavar profedez, da gelenn ha da douellañ va servijerien evit o lakaat da gouezhañ er c’hadaliezh ha da zebriñ traoù aberzhet d’an idoloù.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos