Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Timote 3:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Ar ger-mañ a zo asur: mar fell da unan bennak bezañ eskob, e c’hoanta ur garg vat meurbet.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

1 Ar gomz‐man a zo gwir: Mar deu unan‐benag da c’hoantaad ar garg a eskop, eun oeuvr vad meurbed eo a c’hoanta.

Ver Capítulo Copiar




1 Timote 3:1
19 Referencias Cruzadas  

Frouezh an den reizh a zo ur wezenn a vuhez, hag an den a c'hounez eneoù a zo fur.


Me a lavar deoc’h, ez eus evel-se levenez dirak aeled Doue evit ur pec’her hepken hag en deus keuz.


Hogen skrivet eo e levr ar Salmoù: Ra zeuio e chomlec’h didud ha ra ne vo den da chom ennañ, ha: Ra gemero unan all e garg.


Lakait eta evezh ouzhoc’h hoc’h-unan hag ouzh an holl dropell en deus ar Spered-Santel ho lakaet eskibien warnañ, da beuriñ Iliz Doue en deus prenet gant e wad e-unan.


Me a lavar deoc’h-c’hwi, paganed: O vezañ abostol ar baganed, e roan gloar da’m ministrerezh,


evit parfetidigezh ar sent, evit labour ar servij hag evit savidigezh korf Krist,


Paol ha Timote, servijerien Jezuz-Krist, d’an holl sent e Jezuz-Krist a zo e Filipi, d’an eskibien ha d’an diagoned:


Ho pediñ a reomp ivez, breudeur, gourdrouzit ar re zizurzh, frealzit ar re a zo digalonekaet, sikourit ar re zinerzh, bezit habask e-keñver an holl.


Ar ger-mañ a zo asur ha dellezek a bep fiziañs: Jezuz-Krist a zo deuet er bed evit salviñ ar bec’herien, ez on-me ar c’hentañ anezho.


Ar ger-mañ a zo asur ha dellezek a bep fiziañs.


Ar ger-mañ a zo gwir: Mar d-omp marv gantañ, e vevimp ivez gantañ;


Rak ret eo e vefe an eskob didamall evel merour aferioù Doue, ha ne vefe nag ourgouilhus, na taer, na techet d’ar gwin, na feuls, na douget da ur gounid dizonest,


Ar ger-mañ a zo gwir hag e fell din e asurez gant nerzh an traoù-mañ, evit ma lakaio ar re o deus kredet e Doue d’en em reiñ d’an oberoù mat. Setu an traoù a zo mat ha talvoudus d’an dud.


o lakaat evezh na ziouerfe den eus gras Doue. Ra ne vounto gwrizienn c’hwerv ebet en diavaez d’ho trubuilhañ, gant aon na vefe kalz lousaet gant kement-se,


Rak bez’ e oac’h evel deñved dianket, met bremañ ez oc’h distroet da vesaer ha diwaller hoc’h eneoù.


Ra ne c’houzañvo hini ac’hanoc’h evel ur muntrer, pe ul laer, pe un torfedour, pe un den a emell e traoù ar re all.


Mesait deñved Doue a zo en ho touez o veilhañ warno, nann dre heg met a volontez vat, nann evit ur gounid mezhus met a c’hrad vat,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos