evit ma kinnigint traoù a c'hwezh dudius da Zoue an neñvoù, ha ma pedint evit buhez ar roue hag e vibien.
1 Timote 2:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Pediñ a ran eta start, a-raok pep tra, ma vo graet goulennoù, pedennoù, erbedennoù, trugarekadennoù evit an holl dud, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Exhorti a ran eta, araog pep tra, ma vezo great goulennou, pedennou, supplicationou hag actionou a c’hras evit an holl dud; |
evit ma kinnigint traoù a c'hwezh dudius da Zoue an neñvoù, ha ma pedint evit buhez ar roue hag e vibien.
Benniget ra vo da viken e anv glorius, ra vo an douar holl leuniet gant e c'hloar! Amen! Amen!
Klaskit peoc'h ar gêr am eus ho harluet enni, pedit an AOTROU eviti, rak en he feoc'h ho po ar peoc'h.
Doue, o vezañ eta lezet an amzer a ziouiziegezh-se da dremen, a c’hourc’hemenn bremañ d’an holl dud en holl lec’hioù kaout keuz,
Da gentañ e trugarekaan va Doue dre Jezuz-Krist evidoc’h holl, abalamour ma’z eo ho feiz brudet mat dre ar bed holl.
Met grasoù ra vo roet da Zoue, goude bezañ bet sklavourien d’ar pec’hed, hoc’h eus sentet a galon ouzh reolenn a gelennadurezh oc’h bet roet dezhi.
Kelennet em eus deoc’h da gentañ ar pezh am eus ivez resevet, penaos Krist a zo marvet evit hor pec’hedoù hervez ar Skriturioù,
en hevelep doare ma hon eus pedet Tit da echuiñ an oberenn-mañ a c’hras en ho touez, evel ma en doa kroget ganti.
Dre-se eo e c’houlennan diganeoc’h na gollot ket kalon abalamour d’ar poanioù a c’houzañvan evidoc’h, ar pezh a ra ho kloar.
o pediñ e pep amzer dre bep seurt pedennoù hag aspedennoù dre ar Spered, o veilhañ war gement-se gant dalc’husted hag o pediñ evit an holl sent,
Na vezit nec’het gant netra, met en holl lec’hioù lakait ho koulennoù dirak Doue dre bedennoù hag aspedennoù gant trugarez,
ha ra lakaio ac’hanoc’h an Aotrou da greskiñ ha da fonnañ er garantez an eil e-keñver egile hag e-keñver an holl, evel ma hon eus-ni en ho keñver,
Breudeur, ret eo deomp trugarekaat Doue dalc’hmat evidoc’h, evel ma’z eo dereat, abalamour ma kresk ho feiz muioc’h-muiañ ha ma fonn ar garantez hoc’h eus an eil e-keñver egile,
An hini a zo gwir intañvez hag a zo chomet hec’h-unan, a esper e Doue hag a gendalc’h noz-deiz e pedennoù hag e erbedennoù.
Arabat eo da servijer an Aotrou karout tabutoù, met ret eo dezhañ bezañ dous e-keñver an holl, mat da gelenn, habask,
ra ne zroukkomzint a-enep den, ra vint tud a beoc’h, sioul, o tiskouez un douster peurvat e-keñver an holl dud.
Fellout a ra deomp e tiskouezfe pep hini ac’hanoc’h un hevelep aked, da virout betek an diwezh ur fiziañs leun en esperañs,
Anzavit ho faotoù an eil d’egile ha pedit an eil evit egile, evit ma viot yac’haet. Pedenn c’hredus an den reizh he deus ur galloud bras.