Lavarout a reas dezho: It ivez da’m gwinieg hag e roin deoc’h ar pezh a vo reizh. Hag ez ejont.
1 Timote 1:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Trugarekaat a ran an hini en deus va nerzhet, Jezuz-Krist hon Aotrou, dre ma en deus va c’havet feal o lakaat ac’hanon er servij, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha trugarekaad a ran Jesus‐Christ hon Aotrou, pehini hen deuz va c’hrenveet, abalamour ma hen deuz kavet ac’hanoun fidel, ouz va lakaad en he zervich, |
Lavarout a reas dezho: It ivez da’m gwinieg hag e roin deoc’h ar pezh a vo reizh. Hag ez ejont.
evit ma’c’h enoro an holl ar Mab, evel ma’c’h enoront an Tad. An hini na enor ket ar Mab n’enor ket an Tad en deus e gaset.
Pa voe bet badezet gant he zud, e reas ar goulenn-mañ: Ma hoc’h eus kavet ac’hanon feal d’an Aotrou, deuit em zi ha chomit ennañ. Hag hol lakaas d’ober evel-se.
Met an Aotrou a lavaras dezhañ: Kae, rak hennezh a zo ul lestr am eus dibabet evit kas va anv dirak ar broadoù, dirak ar rouaned ha dirak mibien Israel,
Koulskoude Saol en em greñvae muioc’h-muiañ hag e vezhekae ar Yuzevien a chome e Damask, o prouiñ dezho piv eo ar C’hrist.
Met dre c’hras Doue ez on ar pezh ma’z on, hag e c’hras em c’heñver n’eo ket bet difrouezh. Met labouret em eus kalz muioc’h egeto holl, n’eo ket me koulskoude, met gras Doue a zo ganin.
Piv eta eo Apolloz ha piv eo Paol, nemet servijerien hoc’h eus kredet drezo hervez m’en deus an Aotrou roet da bep hini?
Diwar-benn ar gwerc’hezed, n’em eus gourc’hemenn ebet a-berzh an Aotrou, met reiñ a ran un ali evel un den hag en deus bet lod e trugarez an Aotrou evit bezañ feal dezhañ.
Dre-se, o kaout ar ministrerezh-mañ hervez an drugarez a zo bet graet deomp, ne gollomp ket kalon.
N’eus ken na Yuzev na Gresian, n’eus ken na sklavour na den frank, n’eus ken na gwaz na gwreg, rak holl emaoc’h unan e Jezuz-Krist.
anezhi on bet lakaet da vezañ ministr hervez ar garg en deus Doue roet din en ho keñver, evit prezeg ger Doue penn-da-benn,
Paol, abostol Jezuz-Krist dre c’hourc’hemenn Doue hor Salver hag hon Aotrou Jezuz-Krist hon esperañs,
da Dimote, va gwir vab er feiz: Ar c’hras, an drugarez hag ar peoc’h ra vo roet dit a-berzh Doue hon Tad ha Jezuz-Krist hon Aotrou!
Aliañ a ran dit dirak Doue a ro buhez d’an holl draoù ha dirak Jezuz-Krist a reas un anzavadenn gaer dirak Poñs-Pilat,
An traoù ac’h eus klevet diganin dirak meur a dest, fizi anezho e tud feal a vo barrek da gelenn ivez ar re all.
Met an Aotrou a zo en em zalc’het tost din hag en deus va c’hreñvaet, ken ma em eus prezeget gant nerzh hag an holl baganed o deus klevet. Ha dieubet on bet eus genoù al leon.
da Dit, va gwir vab en hor feiz kumun: Ar c’hras, an drugarez hag ar peoc’h ra vo roet dit a-berzh Doue an Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist hor Salver!
koulskoude e pedan kentoc’h ac’hanout en anv ar garantez, o vezañ ar pezh ez on, Paol koshaet, ha bremañ zoken prizoniad Jezuz-Krist,