mibien Doue, o welout penaos e oa koant merc'hed an dud, a gemeras gwragez a-douez ar re holl a blije dezho.
1 Samuel 9:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ur mab en doa, anvet Saül, yaouank ha kaer, hag hini ebet eus mibien Israel ne oa kaeroc'h egetañ; adalek e skoaz e oa uheloc'h eget an holl bobl. |
mibien Doue, o welout penaos e oa koant merc'hed an dud, a gemeras gwragez a-douez ar re holl a blije dezho.
Ner a voe tad da Gish. Kish a voe tad da Saol. Saol a voe tad da Jonatan, Malkishua, Abinadab, Eshbaal.
Evel-henn e komz an AOTROU: Ra ne fougeo ket ar fur gant e furnez, ra ne fougeo ket ar c'hreñv gant e nerzh, ra ne fougeo ket ar pinvidig gant e binvidigezh,
hag eno hon eus gwelet ar ramzed, mibien Anak, ar ramzed; bez' e oamp dirak hon daoulagad evel skrilhed, hag e oamp ivez d'o daoulagad.
Goude e lakaas meuriad Benjamin da dostaat dre diegezhioù, ha tiegezh Matri a voe merket. Goude e voe merket Saül mab Kish, hag e klaskent anezhañ, met ne oa ket kavet.
Met an AOTROU a lavaras da Samuel: Na laka ket evezh ouzh e zremm nag ouzh uhelder e vent, rak taolet em eus kuit anezhañ. An AOTROU ne wel ket evel ma wel an den. An den a sell ouzh diavaez an dud, met an AOTROU a sell ouzh ar galon.
Neuze e teuas er-maez eus kamp ar Filistined un den en em ziskouezas etre an daou lu hag a oa anvet Goliad; eus Gad e oa. E uhelder a oa c'hwec'h ilinad hag ur palvad.
Azenezed Kish tad Saül a oa kollet. Kish a lavaras da Saül e vab: Kemer ganit unan eus ar vevelien ha sav; kae da glask an azenezed.