Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Samuel 9:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Azenezed Kish tad Saül a oa kollet. Kish a lavaras da Saül e vab: Kemer ganit unan eus ar vevelien ha sav; kae da glask an azenezed.

Ver Capítulo Copiar




1 Samuel 9:3
7 Referencias Cruzadas  

Bez' en doa tregont mab, a yae war dregont azenig, hag o doa tregont kêr, a zo anvet c'hoazh hiziv kêrioù Jair. E bro C'halaad emaint.


C'hwi hag a zo o vont war azenezoù gwenn, c'hwi hag a zo azezet war ballennoù, c'hwi hag a gerzh dre an hentoù, kanit!


Eontr Saül a lavaras dezhañ ha d'e vevel: Da belec'h oc'h aet? Hag e respontas: Da glask an azenezed, met evel ma n'hon eus ket o c'havet, omp aet da gavout Samuel.


Hiziv pa vi aet diganin, e kavi daou zen e-kichen bez Rachel war harz Benjamin, e Zelzak, hag e lavarint dit: An azenezed a oas aet da glask a zo bet kavet, ha setu da dad en deus paouezet d'en em chalañ gant an azenezed, met a zo nec'het diwar ho pennoù o lavarout: Petra a rin evit va mab?


Ur mab en doa, anvet Saül, yaouank ha kaer, hag hini ebet eus mibien Israel ne oa kaeroc'h egetañ; adalek e skoaz e oa uheloc'h eget an holl bobl.


Met diwar-benn an azenezed ec'h eus kollet tri deiz 'zo, na vez ket chalet ganto, rak adkavet int. Ha war-zu piv eo ec'h astenn holl c'hoant Israel? Ha n'eo ket war-zu ennout ha war-zu holl di da dad?


Tremen a reas eta dre venez Efraim, hag e tremenas dre vro Shalisha, ha n'o c'havjont ket. Goude e tremenjont dre vro Shaalim, ha ne oant ket eno. Hag e tremenjont dre vro Benjamin, ha n'o c'havjont ket.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos