Kement-se dre m'o deus va dilezet, dre m'o deus stouet dirak Astarte doueez ar Sidoniz, dirak Kemosh doue Moab, dirak Milkom doue mibien Ammon, ha dre ma n'o deus ket kerzhet em hentoù, evit ober ar pezh a zo reizh dirak va daoulagad hag evit mirout va reolennoù ha va barnedigezhioù evel David e dad.
mar distroont da'z kavout a-greiz o holl galon hag o holl ene e bro o enebourien ma vint bet harluet enni, mar pedont o sellout etrezek o bro ac'h eus roet d'o zadoù, etrezek ar gêr-mañ ac'h eus dibabet, hag etrezek an ti-mañ am eus savet da'z anv,
An aoter a oa e Betel, an uhellec'h bet graet gant Jeroboam mab Nebad, an hini en doa lakaet Israel da bec'hiñ, an aoter-se hag an uhellec'h a ziskaras, hag e tevas an uhellec'h, hag en lakaas e poultr, hag e tevas an Ashera.
Efraim a lavaro: Petra am eus d'ober c'hoazh gant an idoloù? Me a selaouo anezhañ hag a sello outañ, me a vo evitañ evel ur siprezenn c'hlas, diouzhin eo e teuio da frouezh.
Samuel a gomzas ouzh holl di Israel o lavarout: Mar distroit a holl galon d'an AOTROU , lamit eus ho touez an doueoù estren hag Astarte, ha distroit ho kalon etrezek an AOTROU , servijit-eñ hepken, hag ho tieubiñ a raio eus dorn ar Filistined.