Goude-se, David a drec'has ar Filistined hag a izelaas anezho, hag e tapas Gad hag he c'hêrioù eus dorn ar Filistined.
1 Samuel 7:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar c'hêrioù bet tapet gant ar Filistined digant Israel a zistroas da Israel, adalek Ekron betek Gad, gant o ziriadoù. Israel o dieubas eus dorn ar Filistined, hag e voe peoc'h etre Israel hag an Amoreaned. |
Goude-se, David a drec'has ar Filistined hag a izelaas anezho, hag e tapas Gad hag he c'hêrioù eus dorn ar Filistined.
An Amalekited a zo o chom e bro ar c'hreisteiz, an Hitited, ar Jebuziz hag an Amoreaned a zo o chom er menez, ar Gananeiz a zo o chom e-kichen ar mor hag a-hed ar Jordan.
Distrujañ a ri an holl bobloù a roio dit an AOTROU da Zoue, da lagad a vo didruez ha ne serviji ket o doueoù, rak ur stign e vefe evidout.
p'en devo o roet dit an AOTROU da Zoue, hag ez po o filet, e lakai anezho da verz, ne ri ket a emglev ganto, ne'z po ket truez outo,
Ar pemp roue eus an Amoreaned: roue Jeruzalem, roue Hebron, roue Jarmud, roue Lakish, roue Eglon, en em zastumas hag a bignas gant o holl luioù, hag e kampjont a-enep Gabaon, hag e vrezeljont outi.
hag en em astenne an harz e tu hanternoz Ekron, hag ez ae da gavout Shikron, hag e tremene dre venez Baala, hag ez ae da Jabneel, hag an harz a zeue d'ar mor.
Sisera a dec'has war droad betek teltenn Jael gwreg Heber ar C'henian, rak peoc'h a oa etre Jabin roue Hazor ha ti Heber ar C'henian.