Hag an AOTROU a gasas Jerubbaal, Bedan, Jefte ha Samuel, hag e tieubas ac'hanoc'h eus dorn hoc'h enebourien a oa en-dro deoc'h, hag oc'h bet o chom e surentez.
Samuel a varvas, hag holl Israel en em zastumas hag a ouelas dezhañ, hag e voe sebeliet en e di e Rama. Ha David a savas hag a ziskennas betek gouelec'h Paran.
En em zastum a rejont eta e Mizpa, hag eno e tennjont dour d'e skuilhañ dirak an AOTROU , hag e yunjont en deiz-se, hag e lavarjont: Pec'het hon eus a-enep an AOTROU! Ha Samuel a varnas mibien Israel e Mizpa.