1 Samuel 5:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar Filistined a gemeras arc'h Doue, hag he c'hasas eus Eben-Ezer da Asdod. |
Er bloavezh ma teuas da Asdod Tartan kaset gant Sargon roue Asiria, ha ma lakaas ar seziz war Asdod ha ma kemeras anezhi,
Roit da glevout war balezioù Asdod ha war balezioù Bro Ejipt, ha lavarit: En em zastumit war venezioù Samaria, gwelit an dizurzhioù en he c'hreiz hag ar gwaskerezh en he bruched!
Filip en em gavas en Azod. Prezeg a reas an Aviel dre holl gêrioù ma tremene betek ma teuas da Gezarea.
adalek ar Shihor a red a-dal d'an Ejipt betek harz Ekron war-zu an hanternoz, kontet evel Kananeat ez eus pemp penn-bras ar Filistined: hini Gaza, hini Asdod, hini Askalon, hini Gath hag hini Ekron; an Aviz
Komz Samuel a voe evit holl Israel. Mont a reas Israel d'ar brezel a-enep ar Filistined, hag e kampjont e-kichen Eben-Ezer, hag ar Filistined a gampas en Afek.
Ha Samuel a gemeras ur maen, a lakaas etre Mizpa ha Shen, hag en anvas Eben-Ezer, hag e lavaras: An AOTROU en deus hor sikouret betek amañ.