Neuze Abishai mab Zeruja a lavaras d'ar roue: Perak e villigfe ar c'hi marv-se ar roue va aotrou? Va lez da vont a-raok, evit lemel e benn digantañ.
1 Samuel 26:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze Abishai a lavaras da Zavid: Doue en deus hiziv lakaet da enebour etre da zaouarn. Bremañ eta, mar plij, va lez da skeiñ warnañ gant e c'hoaf, betek an douar en un taol hepken, ha ne zistroin ket. |
Neuze Abishai mab Zeruja a lavaras d'ar roue: Perak e villigfe ar c'hi marv-se ar roue va aotrou? Va lez da vont a-raok, evit lemel e benn digantañ.
Tridal a rin hag e laouenain ez madelezh, rak gwelet ec'h eus va glac'har hag ec'h anavezez estrenvan va ene.
Johanan mab Kareak a gomzas ouzh Gedalia e kuzh e Mizpa, o lavarout: Va lez mont da skeiñ war Ismael mab Netania, hep na ouezo den. Perak e lamfe da vuhez diganit? Perak an holl Yuzevien a zo deuet da'z kavout a vefe stlabezet, hag ez afe da get an nemorant eus Juda?
Petra a c'hellfec'h ijinañ a-enep an AOTROU? Eñ eo an hini a gas da get; an estrenvan ne savo ket div wech.
Penaos en defe gallet unan redek war-lerc'h mil, ha daou redek war-lerc'h dek mil, nemet en defe o roc'h o gwerzhet, hag an AOTROU o deroet?
An AOTROU a roas dezho diskuizh a bep kostez, evel m'en doa touet d'o zadoù, hag hini ebet eus o enebourien ne zalc'has dirazo; an AOTROU a lakaas o holl enebourien etre o daouarn.
Juda a bignas, hag an AOTROU a lakaas ar Gananeiz hag ar Ferezianed etre o daouarn. Lazhañ a rejont dek mil den e Bezek.
David a chomas er gouelec'h, e kreñvlec'hioù, hag en em zalc'has war ar menez e gouelec'h Zif. Saül a glaske anezhañ bemdez, met ne voe ket deroet gant Doue etre e zaouarn.
Tud David a lavaras dezhañ: Setu an deiz m'en deus lavaret an AOTROU dit: Lakaat a ran da enebour etre da zaouarn; ober a ri dezhañ evel ma kavi mat. David a savas hag a droc'has pastell mantell Saül goustadik.
Ra rento an AOTROU da bep hini hervez e reizhder hag e fealded. Rak da lakaet en doa an AOTROU hiziv etre va daouarn, ha n'eo ket bet fellet din lakaat va dorn war olevad an AOTROU .
David hag Abishai a zeuas eta en noz betek ar bobl, ha setu ma kouske Saül, gourvezet e-kreiz ar c'hamp, e c'hoaf sanket en douar e-kichen e benn. Abner hag ar bobl a oa gourvezet en-dro dezhañ.
Ha David a lavaras da Abishai: N'e laka ket d'ar marv! Rak piv a lakafe e zorn war olevad an AOTROU , hag a vefe digastiz?