Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Samuel 24:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 Met goude-se David a voe fromet en e galon eus m'en doa troc'het pastell mantell Saül,

Ver Capítulo Copiar




1 Samuel 24:5
6 Referencias Cruzadas  

Perak eta ec'h eus disprizet komz an AOTROU, en ur ober ar pezh a zisplij dezhañ? Skoet ec'h eus gant ar c'hleze Uri an Hitit, kemeret ec'h eus e wreg evit ober anezhi da wreg, e lazhet ec'h eus dre gleze mibien Ammon.


Met David a voe tamallet en e galon goude m'en doa niveret ar bobl, hag e lavaras David d'an AOTROU: Graet em eus ur pec'hed bras oc'h ober an dra-se, ha bremañ, o AOTROU, pardon me az ped direizhder da servijer, rak graet em eus evel un diskiant!


Dre ma'z eo bet tener da galon, ma ec'h eus en em izelaet dirak an AOTROU pa ec'h eus klevet ar pezh am eus disklêriet a-enep al lec'h-mañ hag a-enep e dud a vo glac'haret ha milliget, dre ma ec'h eus roget da zilhad, ha ma ec'h eus gouelet dirazon, me ivez am eus klevet, eme an AOTROU.


Va Doue, en e vadelezh, am diaraogo. Doue a lakaio ac'hanon da welout gant levenez va enebourien.


Neuze Abishai a lavaras da Zavid: Doue en deus hiziv lakaet da enebour etre da zaouarn. Bremañ eta, mar plij, va lez da skeiñ warnañ gant e c'hoaf, betek an douar en un taol hepken, ha ne zistroin ket.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos