Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Samuel 24:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 hag e lavaras d'e dud: Ra ziwallo an AOTROU ac'hanon d'ober a-enep va aotrou, a-enep olevad an AOTROU , un dra evel astenn va dorn warnañ! Rak olevad an AOTROU eo.

Ver Capítulo Copiar




1 Samuel 24:6
11 Referencias Cruzadas  

David a lavaras dezhañ: Penaos ne'c'h eus ket bet aon da gas da zorn da lazhañ olevad an AOTROU?


Met David a voe tamallet en e galon goude m'en doa niveret ar bobl, hag e lavaras David d'an AOTROU: Graet em eus ur pec'hed bras oc'h ober an dra-se, ha bremañ, o AOTROU, pardon me az ped direizhder da servijer, rak graet em eus evel un diskiant!


Met Nabod a respontas da Akab: Ra ziwallo an AOTROU ac'hanon da reiñ dit hêrezh va zadoù.


Met me a lavar deoc’h: Karit hoc’h enebourien, bennigit ar re a villig ac’hanoc’h, grit vad d’ar re a gasa ac’hanoc’h, ha pedit evit ar re ho kwallgas hag hoc’h heskin,


Bennigit ar re a heskin ac’hanoc’h, bennigit ha na villigit ket.


Diwallit na rentfe hini ebet droug evit droug, met grit bepred hervez ar mad, hag etrezoc’h hag e-keñver an holl.


Setu-me amañ. Roit testeni a-enep din dirak an AOTROU ha dirak e olevad. Digant piv em eus kemeret an ejen? Digant piv em eus kemeret an azen? Ouzh piv em eus graet gaou? Piv am eus gwasket? Eus dorn piv em eus kemeret ur prof evit serriñ va daoulagad warnañ? Daskoriñ a rin deoc'h.


David a harzas e dud gant ar c'homzoù-se, ha n'o lezas ket d'en em sevel a-enep Saül. Ha Saül a savas eus ar c'hev hag a gendalc'has gant e hent.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos