Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Samuel 24:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 David a harzas e dud gant ar c'homzoù-se, ha n'o lezas ket d'en em sevel a-enep Saül. Ha Saül a savas eus ar c'hev hag a gendalc'has gant e hent.

Ver Capítulo Copiar




1 Samuel 24:7
10 Referencias Cruzadas  

David a lavaras dezhañ: Penaos ne'c'h eus ket bet aon da gas da zorn da lazhañ olevad an AOTROU?


AOTROU va Doue, ma em eus graet-se, ma ez eus direizhder em daouarn,


Met me a lavar deoc’h: Karit hoc’h enebourien, bennigit ar re a villig ac’hanoc’h, grit vad d’ar re a gasa ac’hanoc’h, ha pedit evit ar re ho kwallgas hag hoc’h heskin,


Setu-me amañ. Roit testeni a-enep din dirak an AOTROU ha dirak e olevad. Digant piv em eus kemeret an ejen? Digant piv em eus kemeret an azen? Ouzh piv em eus graet gaou? Piv am eus gwasket? Eus dorn piv em eus kemeret ur prof evit serriñ va daoulagad warnañ? Daskoriñ a rin deoc'h.


hag e lavaras d'e dud: Ra ziwallo an AOTROU ac'hanon d'ober a-enep va aotrou, a-enep olevad an AOTROU , un dra evel astenn va dorn warnañ! Rak olevad an AOTROU eo.


Goude-se David a savas hag a yeas er-maez eus ar c'hev, hag e krias war-lerc'h Saül o lavarout: Va aotrou ha va roue! Saül a sellas en a-dreñv: David a gouezhas, e zremm d'an douar, hag a stouas.


Benniget ra vo da skiant vat, ha benniget ra vi da-unan, te ac'h eus harzet ouzhin hiziv da skuilhañ gwad ha d'en em veñjiñ dre va dorn va-unan!


Ra rento an AOTROU da bep hini hervez e reizhder hag e fealded. Rak da lakaet en doa an AOTROU hiziv etre va daouarn, ha n'eo ket bet fellet din lakaat va dorn war olevad an AOTROU .


Ha David a lavaras da Abishai: N'e laka ket d'ar marv! Rak piv a lakafe e zorn war olevad an AOTROU , hag a vefe digastiz?


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos