Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Samuel 23:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 David a chomas er gouelec'h, e kreñvlec'hioù, hag en em zalc'has war ar menez e gouelec'h Zif. Saül a glaske anezhañ bemdez, met ne voe ket deroet gant Doue etre e zaouarn.

Ver Capítulo Copiar




1 Samuel 23:14
19 Referencias Cruzadas  

Te eo va repu, va diwall a rez eus an estrenvan, va gronnañ a rez gant kanaouennoù a zieubidigezh.  Ehan


Lavaret em eus: O! Piv a roio din divaskell ar goulm? Nijal a rin da gavout diskuizh,


rak o zreid a red d'an droug, hag e hastont da skuilhañ gwad.


N'eus na furnez na meiz na kuzul evit herzel ouzh an AOTROU.


rak ne gouskont ket ma n'o deus ket graet un droug bennak, hag o c'housk a zo lamet diouto ma n'o deus ket lakaet unan bennak da gouezhañ,


Ar roue a c'hourc'hemennas da Jerakmeel mab Hammelek, da Seraja mab Ariel ha da Shelemia mab Abdeel da dapout Baruk ar skrib ha Jeremiaz ar profed, met an AOTROU a guzhas anezho.


Petra a lavarimp eta diwar-benn an traoù-se? Mar d-eo Doue evidomp, piv a vo a-enep deomp?


va heskinoù, va glac’haroù, evel ar re a zo erruet ganin en Antioch, en Ikoniom, e Listra. Pebezh heskinoù am eus gouzañvet! Hag an Aotrou en deus va dieubet anezho holl.


Zif, Telem, Bealod,


Maon, Karmel, Zif, Juta,


David a welas e oa aet Saül da glask e vuhez, hag en em zalc'has e gouelec'h Zif, er goadeg.


Lavaret e voe da Saül e oa deuet David da Geila, ha Saül a lavaras: Doue en deus e lakaet etre va daouarn, rak en em serret en deus en ur vont en ur gêr he deus dorojoù ha prennoù.


Sell, va zad, sell ouzh pastell da vantell a zo em dorn. Peogwir em eus troc'het pastell da vantell ha ne'm eus ket lazhet ac'hanout, gouez hag anavez n'eus ennon na drougiezh na dislealded, ha ne'm eus ket pec'het a-enep dit. Ha te a red war-lerc'h va ene evit e dapout!


David a lavaras en e galon: Lazhet e vin un deiz bennak dre zorn Saül. N'eus netra gwelloc'h evidon eget mont da vro ar Filistined, evit ma tremeno Saül hep klask ac'hanon e douaroù Israel, hag evel-se e tec'hin eus e zorn.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos