Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Samuel 23:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

13 Neuze David a savas gant e dud, war-dro c'hwec'h kant den, hag e teujont eus Keila, hag ez ejont e-lec'h ma c'helljont. Lavaret e voe da Saül e oa aet kuit David eus Keila. Hag e paouezas da gerzhout.

Ver Capítulo Copiar




1 Samuel 23:13
7 Referencias Cruzadas  

E holl servijerien a gerzhe en e gichen, hag an holl Geretiz, an holl Beletiz hag an holl C'hettiz, c'hwec'h kant den deuet eus Gad war e lerc'h, a gerzhe dirak ar roue.


Dec'h ez out deuet, hag hiziv e rafen dit mont amañ hag ahont ganeomp? Evidon-me ez in el lec'h ma c'hellin; distro ha kas da vreudeur ganit. Ra vo trugarez ha gwirionez ganit!


Eñ a gas da netra divizoù an dud fall, hag o daouarn ne zeuont a-benn da netra.


Klasket em eus an AOTROU hag en deus respontet din, dieubet en deus ac'hanon eus va holl spontoù.


An holl re a oa diaes en o aferoù, an holl re o doa dleoù, hag an holl re a oa c'hwerv o c'halon, en em zastumas gantañ, hag e voe o fenn. Bez' e voe evel-se gantañ war-dro pevar c'hant den.


David a lavaras d'e dud: Ra gemero pep hini ac'hanoc'h e gleze, hag e kemeras pep hini e gleze. David ivez a gemeras e gleze, hag e pignas war-lerc'h David war-dro pevar c'hant den, ha daou c'hant a chomas e-kichen an traoù.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos