Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Samuel 23:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

12 David a lavaras c'hoazh: Hag-eñ e vin droukroet gant pennoù Keila, me ha va zud, etre daouarn Saül? An AOTROU a respontas: Da zroukreiñ a raint.

Ver Capítulo Copiar




1 Samuel 23:12
12 Referencias Cruzadas  

Gwelloc'h eo en em dennañ war-zu an AOTROU eget fiziout en den.


Gra din klevout da vadelezh adalek ar beure, rak e fizian ennout, hag anavezout an hent am eus da gerzhout warnañ, rak savet em eus va ene war-zu ennout.


Tridal a rin hag e laouenain ez madelezh, rak gwelet ec'h eus va glac'har hag ec'h anavezez estrenvan va ene.


D'ar mestr-kaner; hervez "Jedutun"; salm David.


Gwalleur d'ar re a guzh don o c'hoantoù diouzh an AOTROU, d'ar re a ra o labour en deñvalijenn, hag a lavar: Piv hor gwel? Piv hon anavez?


An AOTROU en deus e roet din da c'houzout, ha gouezet em eus. Neuze ec'h eus diskouezet din o oberoù.


N’eus krouadur ebet hag a vefe kuzhet dirazañ, met an holl draoù a zo en noazh ha dizolo da zaoulagad an hini e tleomp rentañ kont dezhañ.


Tud Juda a lavaras: Perak oc'h pignet a-enep deomp? Hag e lavarjont: Pignet omp da eren Samzun, evit ober dezhañ evel m'en deus graet deomp.


Hag-eñ e troukroio pennoù Keila ac'hanon etre e zaouarn? Hag-eñ e tiskenno Saül evel m'en deus klevet da servijer? AOTROU Doue Israel, lavar-se da'z servijer, me az ped. An AOTROU a respontas: Diskenn a raio.


Bremañ eta, o roue, diskenn evel m'en deus c'hoant da ene. Diskenn, hag e vo deomp e lakaat etre daouarn ar roue.


Lavaret e voe da Saül e oa deuet David da Geila, ha Saül a lavaras: Doue en deus e lakaet etre va daouarn, rak en em serret en deus en ur vont en ur gêr he deus dorojoù ha prennoù.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos