Neuze Sarai a lavaras da Abram: An dismegañs a zo graet din a gouezh warnout. Lakaet em eus va matezh ez pruched, ha pa he deus gwelet he doa koñsevet, e tisprizas ac'hanon. Ra varno an AOTROU etre me ha te!
1 Samuel 24:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned P'en doe echuet David da lavarout ar c'homzoù-se da Saül, e lavaras Saül: Honnezh eo da vouezh, va mab David? Ha Saül a savas e vouezh hag a c'harmas. |
Neuze Sarai a lavaras da Abram: An dismegañs a zo graet din a gouezh warnout. Lakaet em eus va matezh ez pruched, ha pa he deus gwelet he doa koñsevet, e tisprizas ac'hanon. Ra varno an AOTROU etre me ha te!
Er seizhvet deiz, Doue en doa echuet e holl oberenn en doa graet, hag e tiskuizhas er seizhvet deiz eus e holl oberenn en doa graet.
Ezaü a redas a-raok dezhañ hag a vriatas anezhañ, en em daolas d'e c'houzoug hag a bokas dezhañ, hag e oueljont.
Neuze ar Spered a wiskas Amasai penn an tregont, a lavaras: Ni a zo dit, David, ha ganit, mab Jese! Peoc'h, Peoc'h dit! Ha peoc'h d'ar re a skoazell ac'hanout, rak Doue en deus da skoazellet! David a zegemeras anezho, hag o lakaas e-touez ofiserien e strolladoù.
rak me a roio deoc’h ur genoù hag ur furnez na c’hello hoc’h holl enebourien respont netra dezho na stourm outo.
Ne'm eus ket pec'het ouzhit, met e trougc'hraez em c'heñver oc'h ober brezel ouzhin. Ra varno hiziv an AOTROU, hag a zo ar Barner, etre mibien Israel ha mibien Ammon!
Saül a anavezas mouezh David hag a lavaras: Honnezh eo da vouezh, va mab David? David a lavaras, Va mouezh eo, o roue va aotrou!
Evel m'eo bet prizius da ene dirak va daoulagad, evel-se e vo prizius va ene dirak daoulagad an AOTROU , hag e tieubo ac'hanon eus pep glac'har.