17 Saül a anavezas mouezh David hag a lavaras: Honnezh eo da vouezh, va mab David? David a lavaras, Va mouezh eo, o roue va aotrou!
Hag ec'h anavezas anezhi, hag e lavaras: Toneg va mab eo. Ul loen gouez en deus e zebret, a-dra-sur Jozef a zo bet drailhet.
P'en doe echuet David da lavarout ar c'homzoù-se da Saül, e lavaras Saül: Honnezh eo da vouezh, va mab David? Ha Saül a savas e vouezh hag a c'harmas.
Hag e lavaras da Zavid: Reishoc'h out egedon, rak rentet ec'h eus din ar mad evit an droug am eus graet,
Goude-se David a savas hag a yeas er-maez eus ar c'hev, hag e krias war-lerc'h Saül o lavarout: Va aotrou ha va roue! Saül a sellas en a-dreñv: David a gouezhas, e zremm d'an douar, hag a stouas.