18 Hag e lavaras: Perak e red va aotrou war-lerc'h e servijer? Petra am eus graet? Peseurt fallentez a zo em daouarn?
Ar re vras o deus va heskinet hep abeg, met va c'halon n'he deus ket aon, nemet rak da gomzoù.
Rak hep abeg o deus stegnet o roued a-enep din war ur poull, hep abeg o deus e doullet evit lemel diganin va buhez.
Skuizh on o krial, va gouzoug a zo disec'het, va daoulagad en em guzum o c'hortoz va Doue.
Jeremiaz a lavaras d'ar roue Sedesia: E petra em eus pec'het a-enep dit, a-enep da servijerien hag a-enep ar bobl-mañ, evit va lakaat en toull-bac'h?
Jezuz a lavaras dezho: Diskouezet em eus kalz a oberoù mat a-berzh va Zad, evit pehini anezho e veinatait ac’hanon?
Jezuz a respontas dezhañ: Mar em eus komzet fall, diskouez ar pezh fall am eus lavaret, met mar em eus komzet mat, perak e skoez ac’hanon?
Piv ac’hanoc’h a gendrec’ho ac’hanon a bec’hed? Mar lavaran ar wirionez, perak ne gredit ket ac’hanon?
David a respontas: Petra am eus graet bremañ? Komzet em eus, ha setu tout.
David a dec'has eus Najod e-kichen Rama hag a zeuas da gavout Jonatan, hag e lavaras dirazañ: Petra am eus graet, pehini eo va direizhder, pehini eo va fec'hed dirak da dad, ma klask va buhez?
David a lavaras da Saül: Perak e selaouez komzoù an dud a lavar: Setu, David a glask da goll?