Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Samuel 26:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

19 Ha bremañ, ra selaouo va aotrou roue komzoù e servijer. Mard eo an AOTROU a vount ac'hanout a-enep din, ra vo da zonezon plijus dezhañ, met mard eo an dud, ra vint milliget dirak an AOTROU , rak va c'haset o deus kuit hiziv, evit ma ne c'hellin ket bezañ staget ouzh hêrezh an AOTROU , en ur lavarout: Kae ha servij doueoù estren.

Ver Capítulo Copiar




1 Samuel 26:19
32 Referencias Cruzadas  

Neuze Juda a dostaas outañ hag a lavaras: Me az ped, va aotrou! Ra lavaro da servijer ur ger ez skouarn, me az ped, va aotrou, ha ra n'entano ket da fulor a-enep da servijer, rak te a zo evel Faraon.


An AOTROU a santas ur c'hwezh vat hag an AOTROU a lavaras en e galon: Ne villigin ken an douar abalamour d'an den rak natur kalon an den a zo fall adalek e yaouankiz, ne skoin ken kement a vev evel em eus graet.


Rak ar roue a selaouo e servijerez evit he dieubiñ eus dorn an hini a fell dezhañ hol lazhañ eus hêrezh Doue, me ha va mab a-gevret.


Met ar roue a respontas: Petra am eus d'ober ganeoc'h, mibien Zeruja? Ra villigo, rak an AOTROU eo, en deus lavaret dezhañ: Millig David. Piv eta a lavaro: Perak e rez evel-se?


David a lavaras da Abishai ha d'e holl servijerien: Setu, va mab va-unan, an hini a zo deuet eus va c'horf, a glask va buhez. Pegement muioc'h bremañ ar Benjaminad-se! Lezit-eñ ha ra villigo, rak an AOTROU en deus lavaret dezhañ.


Me a zo peoc'hus ha feal en Israel: fellout a ra dit distrujañ ur gêr a zo ur vamm en Israel. Perak e tiskarfes hêrezh an AOTROU?


David a lavaras d'ar C'habaoniz: Petra a rin evidoc'h? Gant petra e rin an dic'haou, evit ma vennigot hêrezh an AOTROU?


Kounnar an AOTROU a voe entanet c'hoazh a-enep Israel, hag e vountas David a-enep dezho en ur lavarout: Kae, gra an niveradeg eus Israel hag eus Juda.


Hag e respontas: Mont a rin hag e vin ur spered a c'haou e genoù e holl brofeded. An AOTROU a lavaras: E douellañ a ri, hag e teui a-benn outañ. Kae er-maez ha gra evel-se.


Met Satan en em savas a-enep Israel, hag e vountas David d'ober niveradeg Israel.


Gwalleürus on da chom e Meshek, da vezañ e-touez teltennoù Kedar!


ra en devo soñj eus da holl brofoù, ha ra gavo mat da loskaberzhoù!  Ehan


Na damall ket ar servijer dirak e vestr, gant aon na villigfe ac'hanout ha na errufe droug ganit.


Neuze e weli hag e lugerni, da galon a drido hag a laouenaio, rak fonnusted ar mor a droio etrezek ennout, ha nerzhioù ar broadoù a zeuio da'z ti.


Lakaat a rin ho kêrioù didud, distrujañ a rin ho santualioù ha ne ruflin ken c’hwezh hoc’h ezañs,


Evel-se un hêrezh ne dremeno ket eus ur meuriad da ur meuriad all e-touez mibien Israel, ha pep hini a vibien Israel a zalc'ho hêrezh meuriad e dadoù.


Un hêrezh ne dremeno ket eus ur meuriad da ur meuriad all, ha pep hini a-douez meuriadoù mibien Israel a zalc'ho e hêrezh.


Met mar d-eo da vreur glac’haret diwar-benn ur boued, ne gerzh ken hervez ar garantez. Na laka ket da vont da goll dre da voued an hini hag a zo Krist marvet evitañ.


Ra vo lamet kuit ar re a drubuilh ac’hanoc’h!


Ne selaoui ket komzoù ar profed-se nag an huñvreer-se, rak an AOTROU ho Toue a amprouo ac'hanoc'h evit gouzout hag e karit an AOTROU ho Toue eus hoc'h holl galon hag eus hoc'h holl ene.


Aleksandr, an hini a labour ar c’houevr, en deus graet kalz a zroug din. An Aotrou a rento dezhañ hervez e oberoù.


Hag an deiz war-lerc'h, ar spered fall a-berzh Doue a grogas e Saül, hag e tiouganas e-kreiz e di. Ha David a c'hoarie gant e zorn war an delenn evel en deizioù all, ha Saül a oa gantañ ur goaf en e zorn.


David a lavaras da Saül: Perak e selaouez komzoù an dud a lavar: Setu, David a glask da goll?


Kouezhañ a reas d'e dreid hag e lavaras: Ra vo ar fazi warnon, va aotrou! Met ra gomzo da servijerez dirazout, ha selaou komzoù da servijerez.


David a lavaras en e galon: Lazhet e vin un deiz bennak dre zorn Saül. N'eus netra gwelloc'h evidon eget mont da vro ar Filistined, evit ma tremeno Saül hep klask ac'hanon e douaroù Israel, hag evel-se e tec'hin eus e zorn.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos