Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Samuel 24:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

15 An AOTROU eta a vo barner, hag a varno etrezon-me ha te. Sellout a raio, breutaat a raio va c'haoz, hag em savetaio eus da zorn.

Ver Capítulo Copiar




1 Samuel 24:15
12 Referencias Cruzadas  

Ar roue Joaz n'en doe ket soñj eus ar vadelezh en doa bet en e geñver Jehojada tad Zakaria, hag e lazhas e vab, a lavaras en ur vervel: An AOTROU a wel hag a c'houlenno kont!


Difenn va c'haoz ha va daspren, gra din advevañ hervez da c'her!


Salm David. AOTROU, va difenn a-enep va enebourien, stourm ouzh ar re a stourm ouzhin.


Ro va gwir din, o Doue, ha difenn va c'haoz a-enep ur bobl disleal! Va dieub eus an den touellus ha fall!


Selaouit, c'hwi holl bobloù! Bez evezhius, douar gant kement a zo ennout! Ra vo an Aotrou AOTROU test a-enep deoc'h, an Aotrou eus templ e santelezh.


Gouzañv a rin fulor an AOTROU, rak pec'het em eus a-enep dezhañ, betek ma tifenno va c'haoz ha ma raio reizhder din. Va c'has a raio er-maez d'ar sklêrijenn, hag e welin e reizhder.


Ne'm eus ket pec'het ouzhit, met e trougc'hraez em c'heñver oc'h ober brezel ouzhin. Ra varno hiziv an AOTROU, hag a zo ar Barner, etre mibien Israel ha mibien Ammon!


Ar Filistin a lavaras da Zavid: Hag ez on ur c'hi, ma teuez da'm c'havout gant bizhier? Hag ar Filistin a villigas David dre e zoueoù.


An AOTROU a vo barner etrezon-me ha te, hag an AOTROU a veñjo ac'hanon diouzhit, met va dorn ne vo ket warnout.


Pa glevas David e oa marv Nabal, e lavaras: Benniget ra vo an AOTROU en deus difennet va gwir en dismegañs am eus graet dorn Nabal, hag en deus harzet ouzh e servijer d'ober droug. Met an AOTROU en deus lakaet droug Nabal da gouezhañ war e benn. Ha David a gasas da gomz da Abigail, evit he c'hemer da wreg dezhañ.


Ha bremañ, ra ne gouezho ket va gwad d'an douar pell diouzh dremm an AOTROU . Rak roue Israel a zo deuet da glask ur c'hwenenn, evel ma chaseer ur glujar er menezioù.


Kas a reas spierien, hag e ouezas da sur e oa erruet Saül.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos